Raffaello Sanzio
Raffaello Sanzio, pe Raffaello Santi (pe Raffaello da Urbino, Raffaello Sanzio de Urbino), zo ul livour italian brudet, hag un tisavour, eus mare an Azginivelezh italian.
Ganet e oa d'ar 27 pe 28 a viz Meurzh 1483 en Urbino, ha marvet d'ar 6 a viz Ebrel 1520 e Roma.
Mab e oa da Giovanni Santi, livour ha barzh e lez Frédéric III Montefeltro, unan a briñsed anavezetañ e amzer, gwarezour an arzourien. Brudet e oa Urbino evel un oaled arzourien e penn kentañ ar XVIvet kantved.
E vuhez
kemmañEmzivad e voe d'e unnek vloaz, hag advabet e voe gant e eontr Bartolomeo a oa beleg.
Tri frantad a c'haller gwelout en e vuhez:
- Ar prantad kentañ eo hini e vloavezhioù deskiñ, en Urbino da gentañ, e Perugia goude, ma labouras e stal-labour brudetañ livour an amzer, Pietro Vannucci, anavezet evel Perugino.
- E dad Giovanni Santi, a oa livour brudet e lez dug Urbino, a voe e gentañ kelenner. Mervel a eure e 1494, tri bloaz war-lerc'h e wreg, ma chomas emzivad ar mabig Raffaello d'e unnek vloaz. Goude deskiñ ar vicher ur pennadig gant livourien all Urbino ez eas da b-Perugia, davet ar Perugino. Goude ur pennad e teuas ar mestr da zreveziñ an diskibl, tre evel ma treveze an diskibl ar mestr en kelenne. En em glevout mat a rae an daou arzour, ha mignoned e chomjont.
- Adalek 1500, d'e seitek vloaz eta, e voe « magister », da lavarout eo e oa mestr ivez, ha n'eo ket diskibl d'un arzour all. Gant se en devoa gwir da gaout ur stal-labour, eilerien, ha diskibien. Livañ a reas « kurinidigezh Nikolaz Tolentino » evit iliz Sant'Agostino de Città di Castello, un daolenn livet gant skoazell Evangelista di Pian di Meleto, a oa eiler gant e dad.
- E 1504 eo e reas e bennoberenn gentañ — Eured ar Werc'hez — un daolenn graet a-raok dezhañ kuitaat Perugia, p'edo c'hoazh o labourat gant ar Perugino: dibabet e oa bet gante an hevelep danvez, abalamour dezho da welout perzhioù an eil hag egile.
- Kuitaat a eure Perugia, hag eñ oadet a 21 bloaz, da vont da Firenze.
- D'an 1 a viz Here 1504, e skrive Giovanna Felicita Feltria della Rovere, gwreg dug Urbino, ul lizher da Pier Soderini, gonfalonniere Republik Firenze, da erbediñ al livour yaouank dezhañ, evit ma vije roet dezhañ labour diouzh e ampartiz.
- Galvet eo bet en-dro Michelangelo (1475-1564) ha Leonardo da Vinci(1452-1519) gant Republik Firenze. Gant an daou vestr-se e vo peurechuet stummadur Raffaello.
Un toullad oberennoù diwar zorn Rafaello
kemmañLivadurioù relijiel
kemmañ-
Tiegezh Santel
-
Gwerc'hez gant ar mabig Jezuz (war-dro 1507)
-
Ar C'hrist (1507)
-
An Diskenn eus ar Groaz (1507)
-
Eured ar Werc'hez
(1504) -
Sant Jord oc'h en em gannañ ouzh an aerouant (1505)
-
Vergine del pesce
Poltredoù
kemmañGwazed
kemmañ-
Ar pab Leon X ha kendirvi kardinaled dezhañ.
-
Poltred ur paotr yaouank
-
Ar pab Jul II.
-
Emboltred Raffaello gant ur mignon.
Maouezed
kemmañ-
Poltred un itron (1507)
-
La Fornarina, Margherita Luti, serc'h an arzour
-
Poltred Janed Aragon pried da Ferdinando di Napoli.