Priz Bras kirri Mec'hiko
Priz Bras Mec'hiko (spagnoleg : Gran Premio de México) zo ur redadeg kirri a zo perzh eus kevezadeg bed ar Formulenn 1 abaoe 2015. Redet e voe e-maez ar gevezadeg evit ar wezh kentañ e 1962 a-raok bezañ redet e-barzh ar gevezadeg etre 1963 ha 1970 hag etre 1986 ha 1992. E 2022 e oa bet anvet Priz Bras Kêr Vec'hiko (spagnoleg : Gran Premio de la Ciudad de México) evit abegoù arc'hant.
Roll al loreidi
kemmañUr foñs roz a ziskouez ur redadeg ne oa ket perzh eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1.
Blenierien
kemmañUr foñs roz a ziskouez ur redadeg ne oa ket perzh eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1.
Trec'hioù | Blenier | Bloazioù gounezet |
---|---|---|
3 | Jim Clark | 1962*, 1963, 1967 |
Max Verstappen | 2017, 2018, 2021 | |
2 | Alain Prost | 1988, 1990 |
Nigel Mansell | 1987, 1992 | |
Lewis Hamilton | 2016, 2019 |
* Trec'h rannet gant Trevor Taylor
Saverien
kemmañUr foñs roz a ziskouez ur redadeg ne oa ket perzh eus Kevezadeg bed ar Formulenn 1.
Trec'hioù | Saver | Bloazioù gounezet |
---|---|---|
4 | Lotus | 1962, 1963, 1967, 1968 |
3 | McLaren | 1969, 1988, 1989 |
Williams | 1987, 1991, 1992 | |
Mercedes | 2015, 2016, 2019 | |
Red Bull | 2017, 2018, 2021 | |
2 | Ferrari | 1970, 1990 |
Liammoù diavaez
kemmañPorched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |