Ordovisian
An Ordovisian a zo an eil eus c'hwec'h marevezh ar paleozoeg. Dont a ra war-lerc'h ar c'hambrian hag heuliet eo gant ar silurian. Tennañ a ra e anv da veuriad brezhon an Ordovices. E 1879 e voe termenet gant Charles Lapworth da ziskoulmañ un dizemglev etre Adam Sedgwick ha Roderick Murchison a lakae an hevelep gwiskad reier eus Kembre er c'hambrian hag er Silurian. Anavezout a reas e oa disheñvel fosiloù ar maread-se eus re ar c'hambrian hag ar silurian, ha kinnig a reas ur marevezh ispisial evito. E 1906 e voe degemeret an anvadur-se gant ar C'hendalc'h Douarouriezh Etrevroadel.
Kavout a reer e gwiskadoù an Ordovisian pourvezioù bras eoul-maen ha gaz naturel e lodennoù zo eus ar bed. Klotañ a ra gant ur prantad ma'z eas ar meurvor bras hag aergelc'h an Douar war yenaat, e-keit ha ma kreske ar vevliesseurted war an Douar forzh pegement.
Bevennoù an Ordovisian
kemmañDeraouiñ a ra an ordovisian gant ur steuziadur bihan anvet steuziadur ar C'hambrian-hag–Ordovisian, war-dro 488,3 milion a vloavezhioù zo ha padout a reas betek 443,7 milion a vloavezhioù zo. Echuiñ a reas gant ul steuziadur bras-kenañ all, ar steuziadur Ordovisian-ha–Silurian, war-dro 443,7 milion a vloavezhioù zo, hag a zistrujas betek 60% eus ar genadoù er morioù ha 49% eus ar genadoù en holl. Hervez A. Melott et al. (ref. 2006), un darzhadenn skinoù gama a vije padet 10 eilenn en dije distrujet ar gwiskad ozon ha lezet ar vuhez hep gwarez ouzh skinoù islimestra an Heol. Gwirheñvel eo, avat, e c'hoarias ar maread-skorn ur perzh berr met kalet en darvoudoù a verkas fin ar marevezh.
An deiziadoù roet zo deiziadoù radiometrek hag un tamm disheñvel int diouzh ar re implijjet e mammennoù all. An eil prantad-se eus ar Paleozoeg a bourchas d'ar glaskerien karrekaennoù fonnus hag e broioù zo, pourvezioù bras a eoul-maen ha gaz.
Talvoudus-kenañ eo ar vevenn choazet evit deroù an Ordovisian hag an Tremadog abalamour ma klot mat gant ar c'havadennoù spesadoù Graptolithina, Conodonta, ha trilobited, diaezez loened an Tremadog, ar pezh a ro o zu d'ar skiantourien da liammañ ar spesadoù-se an eil re ouzh ar re all, met ivez da spesadoù a gaver gante e lec'hioù all ivez. Aeso'h eo evel se gouzout e petore mare e oa kalz spesadoù o vevañ e-keñver deroù an Ordovisian.
Rannadur an Ordovisian
kemmañRannet eo an ordovisian e tri ismaread ha pep hini anezo a zo rannet e daou pe tri is-ismaread.
Ordovisian diwezhat | |
Hirnantian | (445,6 ± 1,5 à 443,7 ± 1,5 Mb) |
Katian | (455,8 ± 1,6 à 445,6 ± 1,5 Mb) |
Sandbian | (460,9 ± 1,6 à 455,8 ± 1,6 Mb) |
Ordovisian krenn | |
Darriwilian | (468,1 ± 1,6 à 460,9 ± 1,6 Mb) |
Dapingian | (471,8 ± 1,6 à 468,1 ± 1,6 Mb) |
Ordovisian abred | |
Arenig / Floian | (478,6 ± 1,7 à 471,8 ± 1,6 Mb) |
Tremadog | (488,3 ± 1,7 à 478,6 ± 1,7 Mb) |
Douaroniezh an Ordovisian
kemmañUhel e oa live ar morioù e-pad an ordovisian a-bezh hag an Tremadog a welas araokadenn vrasañ ar morioù bet gwelet biskoazh betek neuze en istor an Douar.
Bodet e oa kevandirioù ar su en ur c'hevandir hepken, Gondwana e anv. Edo e-kichen ar c'heheder e deroù ar marevezh ha goustadig ez eas war-zu Pennahel ar Su. Ar c'hevandirioù arall, bihanoc'h, a oa er rannvroioù trovanel pe a live gant ar c'heheder. Ur darn vras eus ar c'hevandirioù a c'holoe morioù bas e-lec'h ma kreske ur vuhez fonnus.
Hanterzouar an norzh a voe dalc'het gant ar meurvor holldalasek. E hanterzouar ar su, ma oa an darn vrasañ eus an douaroù e kaved meur a veurvor bihanoc'h : Rak-Tethys, Paleo-Tethys, Meurvor Khanty, Meurvor Iapetus hag ar Meurvor Rheic. E fin ar maread ez eas da get meurvor Iapetus pa gejas Amerika an Norzh gant Baltika, hag erlec'hiet e voe neuze gant menezioù a gaver restajoù anezho e Greunland, bro-Skos, Norvegia, Iwerzhon ha biz Amerika an Norzh.
Gouelezennek eo reier an ordovisian dreist-holl. E maen-raz ez int kenaozet dreist-holl, abalamour da vent vihan ha da dorosennadur izel an tirioù hag a veze krennet gant ar c'hrignerezh dibaouez. Kalz raloc'h ez eo ar c'hrag hag ar skiltoù.
An ordovisian, ha fin ar c'hambrian a voe merket gant an orogeniezh dakonek.
Hinad an Ordovisian
kemmañTomm a-walc'h e oa hinad an ordovisian. Fin ar maread a voe merket gant un prantad skorn kalet ha n'eo ket sklaer an abeg anezhañ. Gant skornegoù e voe goloet Gondwana ha war-dro 49% eus ar genadoù a oa neuze a yeas da get.
N'eo ket sklaer orin ar prantad skorn-se. Drevezerezhioù hinad fin an ordovisian o deus diskouezet e oa an gwrezverkoù hervez live pe gementad an dioksid karbon en aergelc'h dreist-holl. War a seblant e voe daouhanteret hemañ e-pad an Hirnantian met ne gomprener ket perak. Posupl eo e oa bet levezonet gant gorrekadur astennadur gouelezennoù ar mor en harzoù etre plakennoù Gondwana, Laurentia ha Baltica. N'eo ket sur, avat, rak posupl eo ivez e oa ur strail ? kevandirel hir tre e gwalarn Laurentia.
Buhez an Ordovisian
kemmañFaona an Ordovisian
kemmañMorioù basoc'h an ordovisian a oa pinvidik tre e buhez.Niver a gerentadoù a greskas kalz e deroù ar marevezh, en ur dremen eus 200 da 500. An trilobitoù hag ar varac'hyopoded e oa ar genadoù fonnusañ met organegoù nevez a ya war-wel ivez. En o zouez e kaver ar foramifered gentañ hag ar stomarpoidoù. An akritarc'hed, hag a oa anezho e-pad ar c'ambrian dija a ya da voutinoc'h.
Da voutinoc'h an anevaled siler, ar pezh a zamveneg e oa aet da niverusoc'h ar mikro-plankton. Ar c'houral a furm ar c'herreg kentañ tra ma ya war-wel an daoudrapiged hag ar graptolitoù. Al lophophoratoù hag ar bryozoa a gresk e niver ha liesekder. An anevaled drevadenner bennañ eo ar re-mañ ha c'hoari a reont ur perzh heñvel ouzh hini ar c'houral hiziv.
An nautiloid, ha a oa bihan ha ral e-pad ar c'hambrian a ya d'ar breizherien bennañ e lec'h d'an anomalocarided. Ar re vrasañ, evel an endocerided a dizhe 10 m. Anevaled speredekoc'h ar maread e oant, war a seblant, a-drugarez d'o brec'hioù a roe tro dezho da zornata o endro.
Barr ar c'hraptolied a welas an ordovisian ivez. War liesekaat ez eas ha furmoù planktonek en em ouzhpennas ouzh furmoù bentek aet war wel e fin ar c'hambrian. An hemikordataed a oa kar eus ar pezh a yafe d'ar vellkeineged met o hendadoù ne oant ket. War wel ez eas ar vellkeineged wir gentañ e-pad an ordovisian : ar pteraspidomorphi hag a c'hanfent ar besked a-vremañ.
.
Bleuniadur
kemmañEus bezhin dreist-holl e oa kenaozet bleuniadur an ordovisian. E-pad ar maread-se, avat e krogas an avuadoù hag an touskan kentañ da drevadenniñ ar c'hevandirioù.
Fin an Ordovisian
kemmañPennad pennañ : Lazhadeg ordivisian-silurian
Echuiñ a reas an ordovisian gant an eil lazhadeg vrasañ en istor an Douar. Lazhadeg Permian-triaseg hepken a voe brasoc'h egeti.
Etre 444 milion a vloavezhioù'zo ha 444 milion a vloazhioù'zo e c'hoavezas al lazhadeg-se. Merkout a ra an harzioù etre marevezh diwezhañ an ordovisian - an Hirnantian - ha deroù ar Silurian. D'an amzer e veve an holl organegoù lieskellek e-barzh ar mor ha 49% a zo aet da get. Diouennet e voe ar varac'hyopoded hag ar bryozoa asambles gant un darn vras eus an trilobitoù, ar graptolitoù hag ar gonodonted.
Krediñ a reer e voe ur prantad-skorn abeg al lazhadeg-se. Tra ma oa bet tomm hiniad an Douar e-pad an holl ordovisian e yenaas a-daol e deroù an Hirnantian. Skornegoù a c'holoas Gondwana hag izelaat a reas live ar morioù a 80 metr. Da get ez eas ar morioù bas a gelc'he ar c'hevandirioù hag un darn vras eus ar spesadoù a herberc'he. Ar spesad hag a oa deuet a-benn d'en em ober d'ar stad hiniadel nevez a voe diouennet pa zeuas an tommder en dro.
Er c'hontrol d'al lazhadegoù arall n'he-doa ket hini fin an ordovisian un efed padus. Pa voe echu ar prantad-skorn e krogas en-dro ar vuhez da liesekaat hag ar spesadoù aet da get a voe erlec'hiet gant spesadoù heñvel a-walc'h.