Olifant
- Evit implijoù all, gwelet Olifant (disheñvelout).
| |||
---|---|---|---|
Olifant savanennoù Afrika
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Proboscidea | ||
Kerentiad : | Elephantidae | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An olifanted eo ar bronneged geotdebrer a ya d'ober ar c'herentiad Elephantidae.
Spesadoù
kemmañ2 c'henad ha 3 spesad olifanted a zo:
2 spesad en Afrika (mui unan aet da get: olifant Norzhafrika) a ya d'ober ar genad Loxodonta:
- olifant savanennoù Afrika (Loxodonta africana)
- Olifant koadoù Afrika (Loxodonta cyclotis)
1 spesad (4 isspesad) en Azia
- olifant Azia (Elephas maximus)
- olifant Borneo (Elephas m. borneensis)
- (Elephas m. indicus)
- (Elephas m. sumatrensis)
- (Elephas m. maximus)
Eskemm
kemmañStudiadennoù skiantel nevesañ o deus diskouezet e oa kizidik an olifanted ouzh an infrasonioù, evel loened a-leizh. Talvoudegezh klevet an infrasonioù-se a chom kevrinus memes tra. War a seblant e oant gouest da zaremprediñ an eil re d'ar re all dre gwagennoù akoustik treuzkaset dre gorre al leur.
An olifanted hag an dud
kemmañAbaoe pell e chase an dud an olifanted evit o ivor . Rak e oa chaseet kalz re an olifanted e tivizas e 1989 ar CITES difenn chaseal an olifanted. E 2011 e oa bet lazhet tro-dro 25000 olifant evit o ivor.