Nozvezh ar 4 a viz Eost 1789
Nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, pe simploc'h Nozvezh ar 4 a viz Eost, a oa bet un darvoud hollbouezus en istor an Dispac'h Gall ha gant heuliadoù a bouez evit Breizh. D'an nozvezh-se e oa bet votet reiñ lamm d'an dreistgwirioù (leges privatae), d'ar gwirioù gladdalc'hel ha d'ar proviñsoù. Kroget e oa an abadenn d'ar 4 a viz Eost 1789 da seizh eur noz, ha kendalc'het e oa betek div eur vintin. E-kerzh emvod ar Vodadenn vonreizhañ vroadel e oa bet roet lamm d'ar Renad Kozh dre dekredoù ar 4, 6, 7, 8 hag 11 a viz Eost 1789. Lemel an dreistgwirioù hag al lezennoù gladdalc'hel met ivez reoù ar proviñsoù evel Breizh, Rouantelezh Navarra, kêrioù ha korfuniadoù, a oa bet graet diwar atiz ar C'hleub breton, a zeuio da vezañ « Kleub ar Jakobined ».
Rann eus | Dispac'h Gall |
---|---|
Deiziad | 4 Eos 1789 |
Pal | ban |
Hashtag | Nuitdu4aout |
Object of occurrence | gladdalcʼhelezh e Bro-C'hall |
Abaoe Kemeridigezh ar Bastille d'ar 14 a viz Gouhere 1789 e oa krog, e Rouantelezh Bro-C'hall, ha dreist-holl war ar maezioù, un hollad emsavadegoù anvet an Aon bras. E rannvroioù 'zo, ar gouerien a dagas an aotrouien hag o madoù. Pal pennañ an tagadennoù e oa distruj al livres terriers a servije evel diaz da wirioù an aotrouien.