E mitologiezh Henegipt eo Neftis un doueez eus Navad Bras Onou-Iounou (Heliopolis). Neb-hout pe Nebet-hout a oa hec'h anv egiptat, hervez an hieroglifoù, da lavaret eo "Intron ar c'hastell".
Merc'h Nout ha Geb eo, ha c'hoar ha gwreg an doue Seth.
Diskouezet e vez dindan stumm ur vaouez koefet gant daou hieroglif a dalvez da skrivañ hec'h anv.
Gwareziñ a ra ar re varv o teuler evezh ouzh o sarkofagenn. Skoazell a ra Hapi evit gwareziñ al lestr kanope ma vez lakaet skevent ar re varv.

Neftis
V30
X1
O6X1
O1
B1
pe
nb
Hwt
O9
Nb.t-ḥw.t

Gant Isis, a skoazellas evit dastum tammoù korf he gwaz Osiris, ez eo unan eus an daou "skoul" youc'her a seblante teuler klemmvanoù kañvaouus. A-wezhioù e vez sellet outi evel serc'h Osiris. Engehentet he dije Anubis gantañ.

Emañ he neved pennañ e Heliopolis, e lec'h m'eo kontet e-touez doued an Navad Bras. Azeulet e veze ivez e Kom Mer (pe Kômir, en Egipt Uhel), e-pad ar prantad gresian-ha-roman, evel kenseurtez Anoukis. E templ Efdou e veze lidet ur gouel anvet "Sederaat a ra kalon Neftis" d'an 28vet devezh eus miz Farnouti, e koulz Peret.

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg