Naig Rozmor
Anv ofisiel Anne Corre (Le Bihan hec'h anv plac'h yaouank)
Obererezh Barzhez, dramaourez, troourez
Ganedigezh e 1923
e Kastell-Paol, Breizh
Marv 15 a viz Meurzh 2015
e Kastell-Paol
Yezh skrivañ brezhoneg
Enorioù
Oberennoù pennañ
  • Karantez ha karantez (1977)
  • Ar mestr (1996)
  • Johniged an Hilda (2002)

Naig Rozmor eo anv skrivagnerez Anne Corre (da heul he gwaz) pe Anne Le Bihan (da heul he zad). Ganet eo bet e 1923 e Kastell-Paol, war aodoù Penn-ar-Bed, ha marvet d'ar 15 a viz Meurzh 2015[1] e memes kêr. Naig Rozmor eo hec'h anv skrivagnerez, savet diwar Rozmor, da heul anv he zi e Rosko. Brezhonegerez a-vihanik e oa.

Bugaleaj

kemmañ

Labourerien-douar e oa he zud. He zad ne blije ket ar galleg dezhañ. Teir c’hoar he doa. Mestrez en ti e oa he mamm, ha doujet ha selaouet gant an holl e veze he mamm-gozh. Dimezet he doa he mamm gant un den a oa o chom war an aod, evit ma ne vije ket re a labour ganti er parkeier. Alies e veze ret d'ar merc'hed, er parkeier, dougen war o c’hein seier leun a vleud, a winizh pe a ed. Ne oa nemet tri levr er gêr, ha desket he doa lenn gant “Buhez ar Sent”.

D'he seizh vloaz e oa aet d’ar skol. Poan he doa o lavarout oui, ha merket eo bet gant an dra-se, rak he skolaerez a lâre dezhi e oa ret dezhi labourat da lâret oui evel an holl. Labouret he doa kalz er skol, gant ar soñj ober studioù goude. Gouzout a rae Naig e oa sikouret gant ar vistri-skol ar vugale o doa c’hoant d'ober studioù. C’hoant he doa da vezañ skolaerez, met abalamour d'an Eil Brezel-bed e oa bet ret dezhi mont da sikour er parkeier, setu n’he doa ket bet tro d’ober studioù.

Abaoe ma oa bihan-kenañ eo bet dedennet gant al lennegezh. Pa oa pemzek vloaz e oa bet goulennet diganti erlec’hiañ ur plac’h yaouank er radio e-doug ur prantadig, hag eno he doa komprenet pouezusted ar brezhoneg. Ar c'hontadennoù, an istorioù karantez hag ar c’hoariva eo ar pezh a blije dezhi ar muiañ, ha testennoù a seurt-se he deus skrivet abaoe.

Pa oa bihan e veze lâret dezhi e oa ur razpaotr rak c'hoari a rae gant paotred. Sachet e veze war he divskouarn gant he zad dre ma ne oa ket traoù d’ober a-enep da se. Met pa oa bihan, ne oa nemet paotred an amezeien a-oad ganti, setu p’he deveze c’hoant da c’hoari e ranke mont gante. Adalek he dekvet deiz-ha-bloaz e oa bet rediet da chom muioc’h gant merc’hed, da lavaret eo gant he zeir c’hoar. Aze e oa kroget da skrivañ (dre guzh) rak ne oa ket a-oad gante.

Pa oa bihan e veze fiziet kargoù enni, evel skrivañ lizheroù. Skoliataet eo bet, setu he doa muioc’h a aezamant da skrivañ. Muioc’h a fiziañs a veze roet da verc’hed hec'h amzer eget en amzer he mamm.

Oad gour

kemmañ

Euredet eo bet gant ur martolod e 1947. Tri bugel o deus bet : Gweltaz, Gwenaella ha Ronan. O-femp o doa beajet dre morioù ar bed. Tri bugel-bihan he deus bremañ. Kustum e oa ar merc’hed a oa o vont da zimeziñ da vont da brenañ o sae-eured asambles gant o mamm. Muioc'h a frankiz he doa bet Naig : hec'h-unan e oa aet d’he frenañ. Roet e oa bet arc’hant dezhi ha laosket da brenañ ar pezh he doa c’hoant. Evel-just e oa bet goulennet ganti chom hep dispign pep tra.

Ur vamm-gaer drouk he deus bet. Ren a rae war bep tra, betek he marv. Dont da verc’h-kaer a oa ur gwall dra evit Naig. Ne c’halle lavarout tra pa veze he mamm-gaer tro-dro. Ret e veze dezhi chom sioul ha sentiñ ouzh ar pezh e veze lavaret dezhi ober.

Skrivagnerez

kemmañ

Pa oa bet ganet he bugale he doa ranket ober war o zro, setu ma ranke Naig skrivañ ur wech ma veze aet he bugale da gousket, da noz. Skrivet he deus bet kalz a istorioù evit ar vugale, ha barzhonegoù karantez. Tu zo da gavout he danevelloù el levr “Karantez ha Karantez” embannet gant Brud Nevez e 1977. E 1980 ez eas kentañ priz Unvaniezh Skrivagnerien Breizh gant al levr-se.

Gant skoazell Per-Mari Mevel he deus bet skrivet pezhioù-c’hoari : pemzek anezhe a zo bet embannet ha c’hoariet gant strolladoù ar vro, dreist-holl Strollad ar Vro Bagan, hag o deus bet c’hoariet anezhe en tu all da hanter-kant gwech.

Skinwel

kemmañ

Kemeret he deus bet perzh e meur a abadenn skinwel :

  • 1979 - " Embanner al ludu " - krouet gant Paol-Andre Picton
  • 1982 - " Mona " - Telefilm krouet gant Paol-Andre Picton
  • 1982 - "Liv an Amzer "
  • 1983 - " Karantez " - Telefilm krouet gant Michel Tréguer
  • 1984 - " Roi Arthur " Romant-kazetenn krouet gant Michel Tréguer
  • 1985 - Diviz kaset en-dro gant Mikael Baudu, krouet gant Michel Tréguer
  • 1985 - " Mistero Buffo Dario Fo ", krouet gant M.L. Abjean
  • 1985 - " Chim et Chinaou, vagabonds " e Guerledan, krouet gant Jean-Luc Cheve (Priz sinematografek evit " Les moissonneurs des toits ")
  • 1986 - " Une deuxième chance " - krouet gant Michel Tréguer
  • 1987- " Bi ha Mari Bi ", krouet gant M.L. Abjean, graet e Bro-Saoz
  • 1987 - " Avaloù Avallon ", krouet gant Michel Tréguer
  • 1987 - " Labour sul Labour Null ", krouet gant Goulc'han Kervella
  • 1988 - Poltred al livour Yann-Berr Guiriec, krouet gant Per ar Flao
  • 1988 - Istorioù Nedeleg
  • 1988 / 89 - " Ulysse 31 ", doublaj ar romant-kazetenn
  • 1989 - " Ar bank Oaled ", krouet gant M.L. Abjean
  • 1989 - " Barzaz Breiz ", krouet gant Dirk Sanders
  • 1990 - " An Daol Grenn ", krouet gant M.L. Abjean
  • 1990 - " Super Breiz ", krouet gant M.L. Abjean
  • 1991 - " Ar galouper ", krouet gant M.L. Abjean
  • 1991 - " E Pluennig ", krouet gant M.L. Abjean
  • 1992 - " Ar Goulenn Dimezi ", krouet gant M.L. Abjean
  • 1988-1990 - " Tavarn ar Vretoned ", 20 telefilm, krouet gant M.L. Abjean
  • 1993 - Kemer perzh e "Thalassa ", krouet gant M. Cohen
  • 1994 - " 'La mort en Bretagne ", krouet gant M.L. Abjean
  • 1995 - " La Nécessité Unique ", war tem ar marv e Breizh, krouet gant René Caron, graet e kastell Keryann.
  • " Vent d'Ouest ", krouet gant Jacques Paugam - diviz war stad ar maouezed e Breizh.
  • Meur a wech he deus bet kemeret perzh e divizoù, sketchoù, kronikoù lennegel ha sokio-sevenadurel, gant Franco Calafurdi, Alain Bienvenue, Youenn Gwernig, Per ar Flao, Mikeal Treger, M.L. Abjean, Fañch Broudig.

Oberennoù

kemmañ

Meur a istor hag a bezh-c'hoari embannet er c'helaouennoù Bleun Brug ha Brud Nevez

  • " Kant istor farsuz " ( adembannet : "Istorioù farsuz".
  • 1977 - "Karantez ha karantez", barzhonegoù (Brud Nevez 1977)
  • 1980 - Priz ar barzhoneg e brezhoneg (Skrivagnerien Vrezhonek)
  • 1981 - "Pezhioù-c'hoari nevez", pezhioù-c'hoari gant kenskoazell Pierre-Marie Mével, I, II ha III (Brud Nevez 1981)
  • 1986 - " Sacré Tangi Bihan ", pezh e galleg
  • 1987 - "War roudou Alanig al Louarn", istorioù (Emglev Breiz-Bleun Brug 1987)
  • 1989 - "Trubuilloù ur Johnny war e vloavez kenta" (Emglev Breiz-Bleun Brug 1989)
  • 1994 - "Evel un tantad"
  • 1996 - "Ar Mestr", pezh-c'hoari, drama wirion
  • Meur a droidigezh, en o zouez "L'offrande lyrique et la corbeille de fruits" skrivet gant Rabindranath Tagore
  • "An Ograou Strink " e Minihi Levenez, un dastumad barzhonegoù
  • 1997 - " Ma vez mad ar cheñch "
  • 1997 - Troidigezh un dastumad bedel a varzhonegoù e yezhoù minorelezhioù, gant un tamm kentañ deuet er-maez e 1997 e brezhoneg hag e galleg, gant an titl " Mondo cane " - " Monde de chiens "
  • 1998 - Ar Johniged ( Emgleo Breiz )
  • 2001 - " Le monde des Léonards " - Gant kenskoazell Anna Guillou, sokiologourez
  • 2002 - " Johniged an Hilda", pezh-c'hoari

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. « Aet eo kuit Naig Rozmor d'an anaon », Fanny Chauffin, Agence Bretagne Presse, 15 a viz Meurzh 2015. Seizh Info

Liammoù diavaez

kemmañ
  • Ul lec'hienn diwar-benn Naig Rozmor
  • Ul lec'hienn diwar-benn Mondo Kane
  • Setu un atersadenn gant N. Rozmor e-lec'h ma tispleg perak n'eo ket aet da labourerez-douar. [1]