Ar Muskadig zo un anvadur orin kontrollet (AOK) hag ur plantenn-win a vez gounezet kalz en ur winieg a 26 000 devezh-arat (13 000 ha) , er c'hreisteiz hag er reter da Naoned (gant un tamm douar er Maine-et-Loire hag er Vendée). Aparchant eo da familh ar blantenn-win "melon" a gaver un seurt all e Bourgogn. Ar "melon breizhat" eo an anv all dezhañ.

Muskadig
Iskevrennad eusbeady wine, gwin gall, gwin gwenn Kemmañ
Deiziad krouiñ1937 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadLiger-Atlantel Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Product certificationAnvadur orin kontrollet Kemmañ
Gwinieg Muskadig e Ruvelieg.

Evit ober ur gwin gwenn sec'h e vez gounezet hag a zo bet roet an "anvadur kontrollet an orin" A.O.C. e 1937 (dazkemmet gant dekred an 19 a viz Gwengolo 2001), a zo graet diwar skodoù-gwini anvet melon de Bourgogne (an anv orin) pe muscadet er c'hornad. Anv ar blantenn-win a zo aet d'ober hini ar gwin koulz hag an anvadur ofisiel.

Peurvuiañ, ouzhpenn ar ger "Muscadet", e vez skrivet sur lie (pe sur lies) war ar boutailhadoù, da lavaret eo "diwar e vamm". Evit se e rank ar gwin chom ur goañvezh e beolioù, pe tonelloù, ha bezañ c'hoazh o c'hoiñ war e vamm a-benn ar c'houlz ma vez lakaet e boutailhoù, da lavarout eo etre ar 1añ a viz Meurzh hag an 30 a viz Gouere, pe etre ar 15 a viz Here hag an 30 a viz Du.

Anvadurioù

kemmañ
 
Kastel domani l'Oiselinière e Gored.

Meur a anvadur zo d'ar muskadig :

  • Muscadet Coteaux-de-la-Loire, termenet e dekred ar 14 a viz Du 1936, dezhañ ur gorread a 1000 devezh-arat (500 ha) e 24 c'humun. Ur gwin sec'h, temzet, bividik, gouest da zareviñ er boutailhoù.
  • Muscadet Côtes-de-Grandlieu, termenet e dekred an 29 a viz Kerzu 1994, er c'hreisteiz d'al Lenn-Veur, en ur gorread a 1200 devezh-arat ( 600 ha) e 19 kumun, 2 anezho e Vendée.
  • Muscadet Sèvre-et-Maine, termenet gant dekred an 9 a viz Here 1995, en ur gorread a 20 000 devezh-arat (10 000 ha) e 23 c'humun. Hennezh a ya d'ober 80% eus ar gwin aozet er vro.

Identelezh vreizhat ar Muskadig

kemmañ

Abaoe e oa dispartiet tiriad Breizh e div rannvro (Bretagne ha Pays de la Loire) e vez ur breud diwar-benn identelezh gwinieg Muskadig : gwinieg Breizh pe e touez gwinioù Traoñienn al Liger? Dont a reas al lodenn vrasañ eus gwinierien Bro-Naoned da emezelañ da Interloire er bloavezhioù 2000, ur framm micherel a vod gwiniegoù eus al Liger : mont a reas gwinioù Naoned eta gant gwinieg Anjev, gwinieg Saumur ha gwinieg Teurgn. Gwinierien all o deus emezelet e-barzh Produet e Breizh : gwinierien La Noëlle e Bro-Ankiniz ha Drouet Frères er Chapel-Huelin. Produerien all a chom dizalc'h eus seurt frammoù kenwerzhel.

Muskadig Roparz Hemon

kemmañ

Ur bloavezh e oa bet aozet Muskadig Roparz Hemon gant Alan Coraud, gwiniegour e Lavreer-Botorel da skoazellañ skolaj Roparz Hemon er Releg-Kerhuon.

Afer Gwin Breizh

kemmañ

Daou saver-gwin eus Meliner zo kroget, e 2006, da skrivañ « gwin Breizh » war o boutailhadoù muskadig gant tikedennoù divyezhek.

Klemm zo bet savet gant ar velestradurezh c'hall dirak ar prokulor war zigarez e klasker « touellañ gant un anvadur direizh ».

Difennet e vije ober anv eus « vin breton» war zigarez emañ gwinieg ar muskadig er Pays de la Loire.

Un A.O.C eo ar muskadig abaoe 1936. En amzer-se ne oa ket eus ar Pays de Loire.

A-benn ar fin eo bet distaolet klemm ar velestradurezh :[1], ha ret e vo dezhi plegañ: gwir zo da gomz eus "gwin eus Breizh", un anv dereatoc'h ha reishoc'h e-keñver yezhadur ar brezhoneg.

Gwelout

kemmañ