Moskov
- Gant ar ger Moskva e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Moskva (disheñvelout).
Moskov, Москва Moskva e rusianeg ([mɐˈskva] selaou ), eo kêr-benn Kevread Rusia. E lodenn europat Rusia emañ, war ribl ar stêr Moskva. Brasañ kêr ar Stad eo gant 13 010 112 a dud hervez an niveradeg graet e 2021 (21 534 777 a dud en tolead kêr).
Rann eus | Central Federal District |
---|---|
Deiziad krouiñ | talvoud dianav |
Implij | official residence |
Anv ofisiel | Москва |
Anv er yezh a orin | Москва |
Moranv | Третий Рим, Өченче Рим, Third Rome |
Anvet diwar | Moskva |
Anv annezidi | москвичи |
Diazezer | Yuri Dolgorukiy |
Yezh ofisiel | rusianeg |
Kan broadel | Moya Moskva |
Kevandir | Europa |
Stad | Rusia |
Kêr-benn eus | Rusia, Oblast Moskov, Central Federal District |
E tiriad | Rusia |
Gwerzhid-eur | Moscow Time, UTC+03:00, Europe/Moscow |
War ribl | Moskva, Yauza, Vodootvodny Canal, Skhodnya Derivation Canal, Moscow Canal |
Lec'hiadur | East European Plain |
Daveennoù douaroniel | 55°45′2″N 37°37′3″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | 56°1′0″N 37°11′0″E |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Prime Minister of Moscow |
Party chief representative | Yury Anatolyevich Prokofiev, Lev Zaykov, Boris Yeltsin |
Penn an aotrouniezh | Sergej Sobjanin |
Korf melestradurel | Mayor of Moscow, Government of Moscow |
Aotrouniezh | Government of Moscow |
Korf lezenniñ | Moscow City Duma |
Highest judicial authority | Constitutional (charter) court of a subject of the Russian Federation |
Ezel eus | World Tourism Cities Federation, Organization of World Heritage Cities |
A zo stok ouzh | Oblast Moskov, Oblast Kalouga |
Yezh implijet | rusianeg, Russian Sign Language |
Prizioù resevet | Hero City of the Soviet Union, European City of the Trees |
Kod-post | 101001–135999 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.mos.ru/ |
Streaming media URL | https://balticlivecam.com/cameras/russia/moscow/moscow-city-center/, https://balticlivecam.com/cameras/russia/moscow/glory-square/, https://balticlivecam.com/cameras/russia/moscow/moscow-panoramic-view/ |
External data available at URL | https://data.mos.ru/ |
Hashtag | Moscow |
Testenn ar pennreolennoù | Charter of the city of Moscow |
Banniel (deskrivadur) | flag of Moscow |
Ardamezioù | coat of arms of Moscow |
Douaroniezh an danvez | geography of Moscow |
Istor | history of Moscow |
Köppen climate classification | temperate continental climate, continental climate |
Roll monumantoù | list of cultural heritage monuments in Moscow |
Sant paeron | Jord a Lydda |
Rummad tost | Category:Moscow-related lists |
Open data portal | Open Data Moscow city |
Ekonomiezh an danvez | economy of Moscow |
Time of earliest written record | 4 Ebr 1147 |
Entry in abbreviations table | М. |
Kod pellgomz an takad | 495, 499 |
Kod IATA | MOW |
Category for honorary citizens of entity | Category:Honorary citizens of Moscow |
Category for the view of the item | Category:Views of Moscow |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Moscow |
Kan ar gêr : Moya Moskva "Ma Moskov"
| |
Banniel | Skoed |
Maer | Sergey Sobyanin |
Rannvro armerzhel | Kreiz |
Bann kevredel | Kreiz |
Soubiekt | Moskva |
Gorread | 2 061,5 km² |
Poblañs | 13 010 112 a dud (2021) |
Stankter | 6 311 den/km² |
Ur roll hep he far he deus c'hoariet Moskov en Istor Rusia. Bez' eo bet kêr-benn Priñselezh Veur Moskov ha hini Impalaeriezh Rusia betek an tsar Pêr Iañ a lakaas Sankt-Peterbourg da vezañ ar gêr-benn nevez. Kêr-benn e voe Moskov a-nevez e 1918 er Republik sokialour soviedel yaouank ha goude en Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel.
Statud ur gêr gevreadel zo ganti. En Oblast Moskov emañ daoust da vezañ dizalc'h dioutañ war an dachenn velestradurel. Enni emañ staliet ar galloud politikel, ekonomikel ha skolveuriek. Meur a savadur brudet a ziskouez kement-se, lod anezho war roll lec'hiadoù glad bedel UNESCO : palez ar C'hremlin m'emañ prezidant Rusia, Iliz-Veur Sant-Bazil, al Leurgêr Ruz, Iliz-Veur Krist ar Salver ha skraberioù-oabl Stalin. Div gambr Parlamant Rusia zo ivez : an Douma ha Kuzul ar C'hevread. Manati Danilov eo sez Iliz Ortodoks Rusia.
Lec'hanvadurezh
kemmañМосква eo anv ar stêr Moskva ; e rusianeg kozh e talveze гра́д Моско́в Hrád Moskóv kement hag "ar gêr war ribl ar stêr Moskva". Meneget e voe Moskov evit ar wech kentañ e 1147 gant Youri Dolgoroukiy en e lizher da briñs Novgorod-Severski, ouzh e c'hervel "da zont d'am gwelout, ma breur, e Moskov"; « москвич » Maskvitch a vez graet eus hec'h annezidi e rusianeg.
- E brezhoneg
Moskov eo e stumm ofisiel[1], daoust da lod tud ober gant Moskou diwar skouer ar galleg Moscou ; Jarl Priel a reas gant Moskov en e oberenn Va Buhez e Rusia e 1955.
Istor
kemmañE 1156 e c'hourc'hemennas ar priñs Youri Dolgoroukiy a Rostov sevel ur voger goad, ar C'hremlin, hag a voe ret adsevel meur a wech evit gwareziñ ar gêr a oa war eskoriñ[2]. Goude bezañ bet dizalbadet ha peurzevet kêr ha bet lazhet he annezidi gant ar Vongoled e 1237–38 e voe adsavet Moskov, a zeuas da vezañ kêr-benn priñselezh Vladimir-Souzdal e 1327[3]. En argrec'h d'ar stêr Volga emañ kêr, ar pezh a gendaolas d'he c'hresk ingal. Dont a reas da vezañ Dugelezh Veur Moskov, ur briñselezh vleunius a sachas kalz tud eus Rusia a-bezh.
Gant Ivan Iañ Kalita e kemeras Moskov lec'h Tver evel kreizenn bolitikel Vladimir-Souzdal ha dastumer tailhoù evit an Impalaeriezh Vongol. P'edo o paeañ un truaj bras d'ar c'han e c'hounaas Ivan ur goulezad bras : ne oa ket rannet Moskov etre e vibien hogen lezet d'an hini henañ, er c'hontrol d'ar priñselezhioù all. Kreskiñ a eure an enebiezh ouzh ar vestroni estren. E 1380 e voe ar priñs Dimitri Donskoi a Voskov e penn ul lu rusian unanet ha trec'h e voe war Tatared ar Vostad Aour en Emgann Koulikovo. Ne voe ket krennus en emgann avat, ha daou vloaz goude e voe preizhet Moskov gant ar c'han Tokhtamysh. E 1480 e teuas a-benn an tsar Ivan III da zieubiñ ar Rusianed eus reoladur an Datared. Dont a reas Moskov da vezañ kreiz ar galloud e Rusia[4].
E 1571 e voe preizhet Moskov adarre, gant Khanat Krimea ar wech-se. Devet e voe pep tra estreget ar C'hremlin[5].
Douaroniezh
kemmañHin
kemmañUn hin gevandirel c'hleb eo hini Moskov. Tomm ha gleb e vez en hañv, yen ha hir e vez ar goañvezhioù. Gallout a ra ar gwrezverk sevel ha diskenn eus 15°C da 30°C en hañv hag eus -25°C da zreist 0°C er goañv. E-pad an amzer c'hor en hañv 2010 e oa bet tizhet ar rekord a 39°C d'an 29 a viz Gouere e kreiz-kêr hag en aerborzh Domodedovo. Ar rekord a yenijenn a oa bet tizhet e miz Genver 1940 gant -42.2°C. Erc'h a vez e-pad etre tri ha pemp mizvezh bep bloaz ; kregiñ a ra da ober e miz Du, ha teuziñ a ra e miz Ebrel. E dibenn miz Genver/miz C'hwevrer e vez ar mareadoù yenañ ; miz Gouere eo ar miz tommañ.
An hin e Moskov, 1991-2020 – Rekordoù : 1879-2020 | |||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
G | C'h | M | E | M | M | G | E | G | H | D | K | Bloaz | |
Rekord uhel (°C) | 8,6 | 8,3 | 19,7 | 28,9 | 33,2 | 34,8 | 38,2 | 37,3 | 32,3 | 24 | 16,2 | 9,6 | 38,2 |
Keitad uhel pemdeziek (°C) | -3,9 | -3 | 3 | 11,7 | 19 | 22,4 | 24,7 | 22,7 | 16,4 | 8,9 | 1,6 | -2,3 | 10,1 |
Keitad pemdeziek (°C) | -6,2 | -5,9 | -0,7 | 6,9 | 13,6 | 17,3 | 19,7 | 17,6 | 11,9 | 5,8 | -0,5 | -4,4 | 6,3 |
Keitad izel pemdeziek (°C) | -8,7 | -8,8 | -4,2 | 2,3 | 8,1 | 12,2 | 14,8 | 13 | 8 | 3 | -2,4 | -6,5 | 2,6 |
Rekord izel (°C) | -42,1 | -38,2 | -32,4 | -21 | -7,5 | -2,3 | 1,3 | -1,2 | -8,5 | -20,3 | -32,8 | -38,8 | -42,1 |
Glaveier keitat (mm) | 53 | 44 | 39 | 37 | 61 | 78 | 84 | 78 | 66 | 70 | 52 | 51 | 713 |
Gwiskad erc'h uhelañ (cm) | 24 | 35 | 29 | 2 | 0 | 0 | 0 | 0 | 0 | 0 | 4 | 12 | 35 |
Devezioù glav (keitad) | 8 | 6 | 9 | 15 | 16 | 16 | 15 | 16 | 16 | 17 | 13 | 8 | 155 |
Devezhioù erc'h (keitad) | 25 | 23 | 15 | 6 | 1 | 0 | 0 | 0 | 0,3 | 5 | 17 | 24 | 116 |
Glebor keitat (%) | 85 | 81 | 74 | 68 | 67 | 72 | 74 | 78 | 82 | 83 | 86 | 86 | 78 |
Eurvezhioù heoliek (keitad miziek) | 33 | 72 | 128 | 170 | 265 | 279 | 271 | 238 | 147 | 78 | 32 | 18 | 1 731 |
Poblañs
kemmañ- 13 010 112 a dud a oa o vevñ e Moskov hervez an niveradeg e 2021.
Strolladoù kenelel (2021) | |||
---|---|---|---|
Kenelelezh | Poblañs | % | % disklêriet |
Rusianed | 9 074 375 | 69,7 | 90,2 |
Tatared | 84 373 | 0,6 | 0,8 |
Armeniz | 68 018 | 0,5 | 0,7 |
Ukrainiz | 58 788 | 0,5 | 0,6 |
Azerbaidjaniz | 37 259 | 0,3 | 0,4 |
Ouzbeked | 29 526 | 0,2 | 0,3 |
Yuzevien | 28 014 | 0,2 | 0,3 |
Jorjianed | 26 222 | 0,2 | 0,3 |
Tadjiked | 22 783 | 0,2 | 0,2 |
Belarusiz | 17 632 | 0,1 | 0,2 |
Kirgized | 16 858 | 0,1 | 0,2 |
All | 595 543 | 4,6 | 5,9 |
Kenelezh
disklêriet ebet |
595 543 | 4,6 | 5,9 |
Hollad | 13 010 112 | 100 | 100
(10 059 391) |
Relijion
kemmañAr relijion ortodoks eo an hini bennañ e Moskov. Relijionoù all a vez disklêrier gant Moskoviz : an islam, ar rodnoveri, ar brotestantiezh, ar gatoligiezh, kredenn gozh an Ikiz Ortodoks, ar voudaegezh hag ar yuzevegezh.
Kêr-benn Iliz Ortodoks Rusia eo Moskov, gant patriark Moskov er penn anezhi, a zo o chom e manati Danilov.
Sevenadur hag arzoù
kemmañBrudet eo C'hoariva Bolchoi dre ar bed evit e arvestoù barrez. Ret eo menegiñ ivez Choariva Malyi, hini Vakhtangov ha C'hoariva Arz Moskov. Sirkoù zo ivez, ha kalz salioù sinema. E-touez ar mirdioù brudetañ emañ Palier Tretiakov, Mirdi Arzoù-kaer Pouchkin ha Mirdi Istor ar Stad.
Treuzdougen
kemmañPemp aerborzh etrebroadel zo e Moskov : Sheremetyevo (SVO), Domodedovo (DME), Vnukovo (VKO), Zhukovsky (ZIA) hag Ostafyevo (OSF)) ; un aerborzh broadel nemetken zo : Bykovo (BKA), na gas nemet da Voskov ha da Rusia.
Nav forzh-houarn bras (возкалvokzal e rusianeg) zo e Moskov :
Drezo e c'haller mont da galz kornioù en Europa hag en Azia, da skouer gant an Treuzsiberian holl-vrudet. An holl diez-gar-se zo tost da greiz-kêr ha kenereet gant linenn 5 ar metro, kelc'hiek he stumm. Ar bannlev (пригород prigorod) ha kêrioù tost zo kenereet gant an tren tredan anvet электричка elektrichka. Tiez-gar bihanoc'h zo ivez.
Daou dremenva zo e Moskov war ribl ar stêrioù Moskva hag Oka, evit an dudi dreist-holl. Ur ganol a gas d'ar stêr Volga.
E 1935 e voe digoret e linenn gentañ Metro Moskov (Московского Метрополитена Moskovskogo Metropolitena). Bremañ ez eo ur rouedad a 188 arsavlec'h. Unan eus donañ ha brasañ metroioù ar bed eo, implijet gant tro-dro da 10 milion a dud bemdez. Anavezet e vez evel unan eus arouezioù kêr abalamour d'e ginklerezh pinvidik ha liesseurt.
Ur rouedad stank busoù, trollebusoù ha trammgirri zo ivez, ouzhpenn d'un tren unroudenn zoken. Marc'hoù-houarn emservij anvet Velobike a zo kinniget da Voskoviz abaoe 2013.
Ouzhpenn 2.6 milion a girri a vez e kêr bemdez. Mell stankadegoù a gaver er bloavezhioù diwezhañ. Ur bern taksioù a zo ivez. Cheñchet en deus kalz ar servij-mañ er bloavezhioù diwezhañ abalamour d'an arloadoù implijet gant an dud war o hezoug : Yandex Taxi, Uber...
Tud brudet ganet e Moskov
kemmañ-
Dmitri Donskoi priñs meur Moskov (1350-1389).
-
Ivan III Rusia tsar.
-
Mikael Iañ tsar.
-
Pêr ar Meur tsar.
-
Anna Rusia tsarez.
-
Aleksandr Souvorov milour (1730-1800).
-
Aleksandr Pouchkin barzh ha romantour (1799-1837).
-
Mic'hail Lermontov barzh ha romantour (1814-1841).
-
Aleksandr Herzen skridarnodour (1812-1870).
-
Aleksandr II tsar.
-
Fedor Dostoievski romantour (1821-1881).
-
Sofia Kovalevskaia matematikourez (1850-1891).
-
Konstantin Stanislavski komedian ha kelenner arz ar c'hoariva (1863-1938).
-
Vassily Kandinsky livour (1866-1944).
-
Aleksandr Skriabin pianour ha sonaozer (1871-1915).
-
Boris Pasternak skrivagner (1890-1960).
-
Marina Tsvetaeva barzez (1892-1941).
-
Aleksandr Alec'hin c'hoarier echedoù (1892-1946).
-
Viera Menchik c'hoarierez echedoù (1906-1944).
-
Sergei Mic'halkov barzh ha skrivagner (1913-2009).
-
Vitaly Ginzburg fizikour (1916-2009).
-
Andrey Sac'harov fizikour (1921-1989).
-
Boulat Okoudjava kaner ha sonaozour (1924-1997).
-
Maia Plissetskaia korollerez (1925-2015).
-
Evgeni Leonov aktour (1926-1994).
-
Lev Yachin melldroader (1929-1990).
-
Lioudmila Zykina kanerez (1929-2009).
-
Vladimir Vysotsky kaner (1938-1980).
-
Andrei Mironov aktour (1941-1987).
-
Alla Pougatcheva kanerez (1949-).
-
Sergei Lavrov politikour (1950-).
-
Sergey Brin (1973-) kenziazezer Google.
-
Marat Safin c'hoarier tennis (1980-).
.
Darempredoù etrebroadel
kemmañGevellerezh
kemmañEmglevioù a vignoniezh ha kenlabour
kemmañEmglevioù torr
kemmañEizh kêr o deus torret o liammoù gant Moskov a-c'houde aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 1432 (ISBN 978-2-86843-236-0)
- ↑ (en) 'Russia Engages the World: The Building of the Kremlin, 1156–1516'. The New York Public Library. Kavet : 03/01/2024.
- ↑ (en) 'Along the Moscow Golden Ring'. Moskov, Kreizenn-gelaouiñ an douristed. Kavet : 03/01/2024.
- ↑ (en) Vogel, Michael. 'The Mongol Connection: Mongol Influences on the Development of Moscow'. Indiana University South Bend. Kavet : 03/01/2024.
- ↑ (en) John F. Richards, John F. : The Unending Frontier: An Environmental History of the Early Modern World]. University of California Press, 2006, p. 260 (ISBN 0-520-24678-0)