Mixed martial arts
Mixed martial arts berraet en MMA, zo ur sport stourm hag arz-emgannañ ma roer ar gwir skeiñ ha stankañ an enebour ouzh al leur oc'h implij teknikoù lies ar sportoù stourm hag an arzoù emgannañ. Ar wech kentañ ma voe daveet implij ar ger a oa bet e-kerzh un abadenn UFC 1 war ar skinwel gant ar c'hinniger skinwel Howard Rosenberg e 1993. Ar ger zo deuet da vezañ brudet pa voe adkemeret ar pennad gant newfullcontact.com, unan eus lec'hiennoù brudetañ ar sport. Dizanv e chom krouer ar ger betek-henn ha tabut zo evit gouzout piv eo.
Leurenn stourm
kemmañHervez reolennoù ha lezennoù unvanet er Mixed Martial Arts, ar c'henstrivadegoù MMA a rank bezañ sevenet war ul leurenn kelc'hiet e doare ur gaoued. Al leurenn kelc'hiet gant ur rideoz houarn a c'hell kaout betek 6 kostezenn. Disheñvel eo ar c'haouedoù: rideoz houarn, ur roued, a-wechoù ez eo a-fed ment ha stumm un eizhkorneg, ar ger "the Octagon" zo bet perc'hennet gant an UFC (padal ar stumm n'eo ket)[1]. Al leurenn emgannañ a reer anezhi ur gaoued pe c'hwec'hkogn, pe eizhkorneg pe kaoued eizhkornek, hervez ar vent hag ar stumm.
-
Ul leurenn A Ring implijet e-pad ur PRIDE.
-
Ur gaoued eizhkornek implijet gant an UFC.
Arzourien brudet
kemmañMerc'hed
kemmañ-
Sheila Gaff eus Alamagn
-
Jennifer Maia eus Brazil
-
Sunna "Tsunami" Davíðsdóttir eus Island
-
Fuka Kakimoto eus Japan
-
Irina Bykova eus Rusia
-
Gina Carano eus SUA
Paotred
kemmañ-
Fedor Emelianenko eus Rusia
-
Donald "Cowboy" Cerrone eus SUA