Mic'hail Saakachvili
Mic'hail Saakachvili e jorjianeg (მიხეილ ნიკოლოზის ძე სააკაშვილი, distaget [miχeˈil saakʼaˈʃʷili]), anvet Mic'hail Nikolozovytch Saakachvili en ukraineg ( Міхеі́л Ніколозович Саакашві́лі, distaget [m⁽ʲ⁾ixeˈil sɐɐkɐʃˈwil⁽ʲ⁾i]) ha Mic'hail Nikolaievitch Saakachvili e ruseg (Михаи́л Никола́евич Саакашви́ли), a zo ur politiker jorjiat hag ukrainat bet ganet d'an 21 a viz Kerzu 1967 e Tbilisi, kêr-benn Republik Jorjia.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | talvoud ebet |
Anv e yezh-vamm an den | მიხეილ სააკაშვილი |
Anv-bihan | Mikheil |
Anv-familh | Saakashvili |
Patronym or matronym | Nikolayevich |
Deiziad ganedigezh | 21 Kzu 1967 |
Lec'h ganedigezh | Tbilisi |
Mamm | Giuli Alasania |
Pried | Sandra Roelofs |
Yezh vamm | jorjieg |
Yezhoù komzet pe skrivet | jorjieg, rusianeg, saozneg, ukraineg, galleg |
Kondaonet evit | abuse of power |
Micher | gwiraour, politiker, alvokad, kazetennerezh skinwel |
Implijer | Tufts University |
Diplom skol-veur | Master of Laws |
Strollad politikel | United National Movement, Movement of New Forces, Union of Citizens of Georgia |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2008 Georgian presidential election |
Relijion | Georgian Orthodox Church |
Perzhiad e | Euromaidan, World Economic Forum Annual Meeting 2004, Visiting Dmitry Gordon |
Lec'hienn ofisiel | http://saakashvilimikheil.com |
Saakachvili zo bet prezidant Republik Jorjia etre 2008 ha 2013. Tapout a reas ar geodedouriezh ukrainat e 2015 ha dont a reas da vezañ gouarnour Oblast Odesa betek 2016. Koll a reas e geodedouriezh jorjiat. Goude un harlu a eizh vloaz e tistroas da Jorjia d'ar 1añ a viz Here 2021 ; harzet e voe raktal gant ar polis ha bac'het e prizon Roustavi[1].
Studioù
kemmañSaakachvili en deus bet arnodennoù er skol etrebroadel war ar gwir e skol-veur Stad Kyiv e 1992.
Buhez politikel
kemmañD'an 12 a viz Here 2000 e voe anvet da vinistr ar justis e gouarnamant ar prezidant Edouard Chevardnadze.
D'ar 5 a viz Genver 2008 e voe addilennet e tro gentañ an dilennadegoù prezidant, aet gantañ 52,8% eus ar mouezhioù pa oa aet 27% anezho gant Levan Gatschetschiladse aet war ar renk a-enep dezhañ.
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Timeline: Saakashvili Imprisonment & Hunger Strike – Civil Georgia, 30/11/2021. Kavet : 15/08/24.