Marvel Comics
Marvel Comics (bet Timely Comics, hag ivez Atlas Comics), a zo ur rann eus Marvel Enterprises, hag unan eus an tiez-embann bannoù-treset amerikan (comic books) pouezusañ. Er C’hwec’hkorn eo bet sikgnet ar bannoù-treset-se gant Aredit, embannadurioù Lug deuet da vezañ Semic ha gant Panini Comics. Er c’hazetennoù gall (Strange, Titans, Spécial Strange, Nova) e oa istorioù gourharozed disheñvel, padal en deus pep gourharoz ur gelaouenn gouestlet dezhañ er Stadoù-Unanet. E-touez an tudennoù perc’hennet gant Marvel e kaver Spider-Man, X-Men, Fantastic Four, Hulk, Thor, Captain America, Iron Man, Daredevil, Ghost Rider. Lod brasañ anezho a vez o vevañ en ur bed ijinet anvet Marvel Universe.
Tachenn obererezhioù | comics industry, Embannerezh |
---|---|
Deiziad krouiñ | Mezheven 1961 |
Anv ofisiel | Marvel Worldwide, Inc.(Marvel comics), Marvel Publishing, Inc., Marvel Comics Group |
Diazezer | Martin Goodman |
Stad | Stadoù-Unanet |
Perc'hennet gant | The Walt Disney Company |
Aozadur mamm | Marvel Entertainment |
Business division | Marvel Music |
Sez sokial | New York |
Erlec'hiañ a ra | Atlas Comics |
Lec'hienn ofisiel | https://www.marvel.com/ |
Kont war | Kahoot! |
Hashtag | marvelcomics |
Marvel Comics a oa ivez titl ar c’homic book kentañ bet embannet gant Timely Comics e miz Here 1939.
Istor
kemmañKrouidigezh ha bloavezhioù 1940
kemmañMartin Goodman, a oa un embanner kazetennoù pulp[1] abaoe 1933. E 1939 e krouas Timely Publications, gant ar pal profitañ eus berzh Superman. Rener an embann ha merour e oa, padal e oa Abraham Goodman an embanner ofisiel[2]. Ar c’homic books a voe embannet dindan anv Timely Comics.
Ne anaveze Goodman treser ebet, neuze e c’halvas Funnies, Inc. gant ar pal kaout bannoù-treset. An dra gentañ embannet a voe Marvel Comics (hag a zeuas da vezañ Marvel Mystery Comicsadalek an eil niverenn) a voe embannet e miz Here 1939. Enni e oa troioù-kaer an Den Etev-Goulaouiñ gant Carl Burgos ha re Namor gant Bill Everett[3]. Mat e voe gwerzhet, met war gresk ez eas ar gwerzhañ da vat adalek miz Meurzh 1941, pa voe krouet Captain America, un haroz brogarour ijinet gant Joe Simon ha Jack Kirby : ouzhpenn ur million a skouerennoùa voe gwerzhet[4]. Goude Marvel Mystery Comics e re all anvet Daring Mystery Comics (1940), Mystic Comics (miz Meurzh 1940), Human Torch Comics (diskar-amzer 1940), Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941), The Submariner (nevez-amzer 1941), USA Comics (miz Eost 1941), All Winners Comics (hañv 1941), Young allies Comics (hañv 1941), Kid Comics (miz C’hwevrer 1943). An holl gomic books-se a voe embannet a-raok tagadenn Pearl Harbor (miz Kerzu 1941), hag enno e oa soudarded nazi pe re an Ahel e-touez ar re zrouk.
Diaesterioù er bloavezhioù 1950
kemmañWar zigresk ez eas ar gwerzhañ comic books goude an Eil Brezel Bed. Adalek 1951 e tivizas Goodman ouzhpennañ logo Atlas (e gompagnunezh dasparzhañ). Dre Atlas ec’h embanne Goodman bannoù-treset spont, re bolis, hag ivez re western, skiant-faltazi pe re fentus. Met ne zeuas ket a-benn da adreiñ nerzh d’ar gwerzhañ bannoù-treset gourharozed. War goloioù ar c’hazetennoù embannet gant Timely e oa alies ar frazenn «A Marvel magazine» (adalek All Surprise Comics #12 (Goañv 1946/47), hag ivez logo «Marvel Comic» e-pad meur a viz etre 1949 ha 1950. Ar c’homic book kentañ embannet ez-ofisiel gant «Marvel Comics» a voe un dastumadeg skiant-faltazi anvet Amazing Adventures #3, gant logo «MC» war ar golo. Deiziet eo miz Eost 1961, embannet e voe d’an 9 a viz Mae 1961[5].
E dibenn ar bloavezhioù 1950 e tivizas Goodman heuliañ ar c’hiz, hag e lakaas embann c’hwec’h comic books skiant-faltazi : Strange Worlds #1; World of Fantasy #15; Strange Tales #67; Journey into Mystery #50; Tales of Suspense #1; heTales to Astonish #1. Ne reas ket kalz berzh, ha kemmet e voent adalek dibenn 1959, ha gouestlet e voent da euzhviled filmoù rummad B. Lod brasañ an istorioù a oa treset gant Jack Kirby (livet peurliesañ gant Dick Ayers), ha re all savet gant Don Hech, Paul Reinman pe c’hoazh Joe Sinnott, hag un istor berr savet gant Stan Lee et Steve Ditko[6]. Gant Marvel e voe embannet ivez comic books fentus evit ar merc’hed, evel Kathy (« the teen-age tornado! ») (miz Here 1959) pe Linda Carter, Student Nurse (miz Gwengolo 1961).
Marvel Comics
kemmañE penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 e verzas Martin Goodman ar berzh a rae ar c’homic anvet The Justice League. Gervel a reas neuze Stan Lee, hag un toullad treserien evel Jack Kirby pe Steve Ditko, hag e c’houlennas ganto krouiñ ur rummad damheñvel. Fantastic Four a voe krouet neuze, an niverenn gentañ a voe embannet e miz Du 1961. Goude-se e teuas Hulk, Spider-Man, Iron Man ha The Avengers. An holl anezho a reas berzh. Disheñvel diouzh gourharozed DC Comics (Superman, Batman ha Wonder Woman) eo ar re embannet gant Marvel : muioc’h a breder a zo, luzietoc'h o fersonelezh, stag int ouzh emzalc’h ar yaouankiz hag ouzh kudennoù ar bed : Hulk da skouer, a vez krouet diwar un darzhadenn nukleel. Lod brasañ tudennoù Marvel a vez o vevañ en ur bed anvet Marvel Universe. Gant Marvel ez eus bet savet ivez comic books diwar oberennoù skrivagnerien evel Robert Bloch, Ray Bradbury pe c’hoazh Lovecraft.
Emdroadur
kemmañE 2000 eo bet krouet Ultimate Marvel diwar atiz Joe Quesada ha Bill Jemas, hag a oa renerien Marvel d’ar mare-se. Ar pal a oa tizhout lennerien nevez ha klask pellaat diouzh reolennoù strizh a ren mont en-dro ar c’homic books. Met damc’hwitet eo bet, peogwir n’int ket deuet da dizhout lennerien nevez. Marvel Comics a zo hiziv an deiz ur skourr eus Marvel Enterprises.
Tudennoù pennañ Marvel Comics
kemmañWar-dro 5000 gourharoz a zo e comic books Marvel, en o zouez :
|
|
|
Kontrollerezh
kemmañAbaoe ur pennad o deus merzet lennerien zo e oa kemmet adembannadurioù comic books bet savet er bloavezhioù 1970, evel Essential Tomb of Dracula vol.4 ha Daughters of the Dragon Special (diwar ar rummad bet krouet e 1977). Divronn an harozezed (Collen Wing ha Misty Knight, da skouer) a vez kuzhet gant brennigennoù, stamennoù pe blev hir a ziskenn war ar bruched.
Levrlennadur
kemmañ- (en) Les Daniels : Marvel, five fabulous decades of the world's greatest comics (1991) (pennad-digeriñ gant Stan Lee).
Notennoù
kemmañ- ↑ . Martin Goodman hag a embanne traoù evel Ka-Zar (1936), Marvel Science Stories (miz Eost 1938), Marvel Tales, Marvel Stories (1941), Complete Western Books
- ↑ diskleriadur graet d’an 2 a viz Here 1939, gwelout pajenn 40 Marvel Mystery Comics #4 (deiziet miz C’hwevrer 1940), hag adembannet pajenn 239 Marvel Masterworks: Golden Age Marvel Comics Volume 1 (Marvel Comics, 2004).
- ↑ E-barzh Marvel Comics #1 e oa troioù-kaer an Ael, Ka-Zar haroz ar janglenn, ha troioù-kaer an dudenn western anvet The masked raider
- ↑ Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941) a voe gwerzhet ouzhpenn 1 million skouerennoù anezhañ, padal e oa gwerzhet, d’ar memes koulz, war-dro 700 000 skouerenn eus « Times Magazine ».
- ↑ Titouroù a-zivout copyright e Levraoueg Kendalc’h ar Stadoù-Unanet, war Grand Comics Database.
- ↑ Fred Hembeck, « Tales of the Mysterious Mr. Ditko (and the Not-So-Mysterious Mr. Lee... », war Hembeck.com, 13 a viz Du 2004