Llansilin
Llansilin zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e biz Powys. Emañ e traoñienn Glyn Ceiriog, er gornaoueg da Oswestry, a zo e Bro-Saoz. Dre m'eo bet cheñchet bevennoù melestradurel kontelezhioù Kembre meur a wech, e oa ar gêriadenn e Sir Ddinbych betek 1974 hag e Clwyd etre 1974 ha 1996. Bremañ emañ e Powys.
Eos Ceiriog
kemmañAr barzh Huw Morus (Eos Ceiriog) (1622-1709) en doa tremenet ar braz eus e vuhez en atant Pont-y-meibion e Llansilin. Ur maen-koun zo bet lakaet eno en enor dezhañ[1].
Poblañs
kemmañEr gumuniezh emañ kêriadenn Llansilin ha kêriadennoù all ivez, evel Sycharth (ma oa lez Owain Glyndŵr), Moelfre, Rhiwlas ha Llangadwaladr. E 2001 e oa 648 a dud o chom er gumuniezh. E 2011 e oa 698 a annezidi ha 184 anezho a oa kembraegerien (26,8%)[2].
Notennoù
kemmañ- ↑ Frank Price Jones, Crwydro Dwyrain Dinbych, Cyfres Crwydro Cymru, 1961.
- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..