Leger
Al Leger a zo ur stêr a red en hanternoz Breizh, a-hed 59.8 km eus hec'h andon betek Lannuon, hag en un aber 8.6 km betek ar mor, ar pezh a ra 68.4 km en holl[1]. Eieniñ a ra e "Penn Leger" etre Boulvriag ha Bulad. En em deurel a ra e Mor Breizh e Belleger. Treuziñ a ra kêrioù Benac'h ha Lannuon. He diazad doureier a ya d'ober 495 km² en holl. 5.08 m³ eo he fonnder etre[2].
Leger
| |
---|---|
Aber al Leger | |
Statud | stêr |
Hirder | 68,4 km |
Uhelder an eienenn | 131 m |
Kas keitat | 5,08 m³/s |
Gorread an diazad | 495 km² |
Bro(ioù) douret | Kerne (div gumun) ha Treger |
Diazad stêrioù |
? |
En em daol e | Mor Breizh e Belleger |
Ledander er genoù | 495 |
Andon | "Penn Leger" etre Boulvriag ha Bulad |
Adstêrioù | Ar Gwig e Benac'h |
Anv
kemmañOuzhpenn an anv boas Leger, testeniet-mat, e kaver ivez ar stumm Gwer evit envel ar stêr[3]. Ar stumm-se a gaver ivez e galleg, Guer[4]
Adstêrioù
kemmañKumunioù douret
kemmañ- Div gumun hepken a zo treuzet gant ar stêr: Benac'h ha Lannuon.
- Bevenniñ a ra ar c'humunioù amañ dindan:
- Mael-Pestivien / Boulvriag
-
Panell hent
-
Pont Trobodeg 1. 04.02.2018
-
Pont Trobodeg 2. 04.02.2018. Tu krec'h
-
Pont Trobodeg 3. 04.02.2018. Tu traoñ
-
Pont Trobodeg 4. 04.02.2018. War zu Plougonveur ha Kroaz ar Barzhig
-
Ar pont (hent bras kozh / hent roman ?, hent roial) war al Leger
-
Al Leger, war an tu traoñ ar pont
-
Al Leger, drek ar c'hastell Mond. Deiz gouel an artizaned. 2017
-
Pont Bras. Tregrom-Ar C'houerc'had. Tu krec'h
-
Pont war al Leger. Kartenn bost Lespinasse
-
Al Leger o tremenn dindan kastell Tonkedeg
-
Milin al Losser, etre Ar C'houerc'had, Ploubêr, ha Tonkedeg
-
Traoñienn Santez Tekla, etre Plouber ha Bulian (bremañ e Lannuon) (en tu all)
-
Ar stêr e Lannuon
-
Genoù al Leger, gwelet war zu traon. Ploulec'h / Ar Yeoded war an tu kleiz, Benn-Leger war an tu dehoù. E koulz ur mor tre. 2003
-
Balizenn Mad-Dogan
-
Balizenn Mad-Dogan
- Lannuon: aber, etre Trebeurden ha Tredraezh-Lokemo
-
Tour-tan Belleger. Skeudenn bet tennet eus beg an Dourven, e Tredraezh-Lokemo, en tu all d'ar stêr (2,5 km)
Red-dour
kemmañLennegezh
kemmañ- Hiboud al Leger gant Anjela Duval.
Levrlennadur
kemmañ- Niverenn 19 "Taboulin" gouestlet d'al Leger, embannet gant TES.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Teuliad Eaux et rivières de Bretagne [1] (pdf)
- ↑ Teuliad "Eaux et Rivières", ibid.
- ↑ "Klevet em eus tud o lavarout ar Gwer evit ar stêr a zo anavezetoc’h dindan an anv Leger", Frañsez Kervella, e-barzh Hor Yezh niv. 136, p. 35, 1980
- ↑ "Le Léguer est désigné à Lannion seulement sous le nom de Guer", J. Rigaud : Géographie historique des Côtes du Nord, 1890