Kreta
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kreta (henc'hresianeg : Κρήτη, Krḗtē; gresianeg : Κρήτη, Kríti) eo an enezenn vrasañ ha pobletañ inizi Gres, 88vet enezenn vrasañ ar bed ha pempvet enezenn vrasañ ar Mor Kreizdouar, war-lerc’h Sikilia, Sardigna, Kiprenez ha Korsika. Kreta hag un toullad enezennoù tro-war-dro dezhi a ya da ober rannvro Kreta (gresianeg : Περιφέρεια Κρήτης Periféreia Krítis), unan eus rannvroioù melestradurel e Bro-C’hres. Ar gêrbenn a zo Heraklion. E 2011, e oa 623,065 a dud o vevañ eno.
Anv er yezh a orin | Κρήτη |
---|---|
Anv annezidi | cretesi |
Stad | Gres |
Kêr-benn | Heraklion |
E tiriad | Crete Region |
Gwerzhid-eur | UTC+02:00, UTC+03:00 |
Lec'h | Mor Egea |
War ribl | Mor Kreizdouar, Sea of Crete, Libyan Sea |
Daveennoù douaroniel | 35°18′35″N 24°53′36″E |
Poent uhelañ | Menez Ida |
Moneiz | Euro |
Darvoud-alc'hwez | Mycenaean conquest of Crete |
Lec'hienn ofisiel | http://www.crete.gov.gr/ |
Rummad tost | Category:Crete-related lists |
Ekonomiezh an danvez | economy of Crete |
Kod pellgomz an takad | 2821 |
Araogenn bellgomz ar vro | +30 |
Category for the view of the item | Category:Views of Crete |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Crete |
Ul lodenn vras eus an ekonomiezh ha glad sevenadurel Bro-C’hres enni, brudetevit ar muzik hag ar varzhoniezh, hagez eo kreizenn ar sevenadurezh vinoan (war-dro 2700–1420 kt JK), unan eus kentañ sevenadurezhioù bras Europa, ma oa savet kentañ palezioù Europa[1]. Staget eo bet ouzh Bro-C'hres e 1913 hag unan eus he zrizek periferia (rannvro velestradurel) eo.
Istor
kemmañRoudoù eus an Hominidae a gaver e Kreta adalek 130 000 vloaz zo. E diwezh an Neolitik hag e-doug Oadvezh an arem e vleunias ur sevenadur diorroet-kenañ e Kreta, ar sevenadur minoan. Dalc'het eo bet gant meur a Stad hellenadek, an Impalaeriezh roman, Impalaeriezh Bizantion, Emirelezh Kreta, Republik Venezia hag an Impalaeriezh otoman. Goude ur prantad emrenerezh berr, eus 1897 da 1913, dindan ur gouarnamant da c'hortoz, e tivizas dont da vezañ ul lodenn eus Bro-C'hres. Dalc'het e voe gant an Trede Reich e-pad an Eil brezel-bed, goude Emgann Kreta.
- ██ Kreta e Gres
-
Luc'hskeudennet gant an NASA
-
Palez Knosos e Kreta. Gwelet a reer ul lodenn eus norzh ar palez adsavet gant an arkeologour Arthur Evans