Ar Gredo[1] pe ar C'hredo[2] zo pedenn diazez an holl Ilizoù kristen ; un disklêriadur an hini eo hag a zibun holl velladoù ar feiz kristen. Ar « Simbol » a vez graet eus an disklêriadur-se.

Kredo brezhonek 1912, e Bue ar Zent savet gant Yann-Vari Perrot, ha lakaet e yezh Treger gant Erwan ar Moal (1912, pajenn 940).

En henc'hresianeg eo bet savet da gentañ e-giz : Πιστεύομεν εἰς ἕνα Θεὸν Pisteuomen eis hena theon. Lakaet goude e latin e-giz : Credo in unum Deum ("Krediñ a ran en un Doue hepken") ha diwezatoc'h c'hoazh e yezhoù pep pobl. Ar stumm latin zo chomet en implij en Iliz katolik roman betek kreiz an XXvet kantved. Dre se eo chomet brudet an anv « Credo » betek bezañ implijet en ur ster ledan gant meur a yezh.

Daou stumm

kemmañ

A-viskoazh e ouie an Iliz ober gant daou stumm eus ar C'hredo, ur stumm hir hag ur stumm « skañvaet », aesoc'h da zeskiñ dre 'n eñvor[3].

  • An eil eo ar stumm bet termenet gant Senedoù-Iliz Nikeia (325) ha Kergustentin (381). Kregiñ a ra e latin gant Credo in unum Deum. N'eus ket ken pell zo, en ilizoù katolik, e veze kanet da Sul ha d'an deizioù gouel e-kerzh an oferenn-bred. Dont a rae war-lerc'h al lennadennoù eus an Ebestel, hag an Aviel, ha sarmon ar beleg (an homelienn) e-giz un asant d'ar pezh a oa bet klevet. Kanet e veze a-bouez-penn gant an ilizad a-bezh, aliesañ war an ton bet savet er XVIIvet kantved gant Henry Du Mont (1610-1684) : en ur mod dic'hortoz, Iliz Roma a zifenne seniñ an ograoù e-pad ar C'hredo ha ne vo ket kavet er sonerezh klasel ur C'hredo heuilhet gant ur benveg bennak (war-bouez unanig gant Antonio Vivaldi).
  • Ken kozh all eo egile, aesoc'h evit pedennoù ar pemdez. En Iliz katolik eo deuet da vezañ reol abaoe ar c'hatekiz roman embannet e 1566, da-heul Sened-Iliz Trento. Ar memes melladoù a vez kavet evel e Simbol Nikaea-Kergustentin berraet o stumm ; da skouer, kregiñ a ra gant Credo in Deum (hep unum). A se an droienn c'hallek le je-crois-en-Dieu. Evit ober an diforc'h gant ar stumm hir e vez graet Simbol an Ebestel eys hemañ.

E brezhoneg

kemmañ

Simbol Nikaea-Kergustentin

kemmañ

 
Me a gred en un Doue hepken
An Tad hollc'halloudek, krouer an neñv hag an douar
Kement a weler ha kement na weler ket
Hag en un Aotrou hepken, Jezuz-Krist
Mab unganet da Zoue
Eus an Tad eo ganet a-raok an holl gantvedoù
Doue eus Doue, sklêrijenn eus sklêrijenn
Doue gwirion eus Doue gwirion
Ganet ha n'eo ket graet, kennatur gant an Tad
Ha drezañ eo bet graet pep tra
Evidomp-ni an dud, hag evit hor silvidigezh,
Eo bet diskennet eus an neñv
Ha korf e-neus kemeret, dre nerzh ar Spered Santel
Eus ar werc'hez Vari ha den eo deut da vezañ
Evidomp ivez staget ouzh ar groaz
E-neus gouzañvet dindan Poñs-Pilat
Hag er bez eo bet lakaet
D'an trede deiz eo savet a varo da veo
Hervez ar Skritur Sakr
Pignet d'an neñv, emañ azezet en tu dehou d'an Tad
Hag adarre e teuio gant gloar
Da varn ar re veo hag ar re varo
Ha ne vo fin ebet d'e rouantelezh
Me a gred er Spered-Santel
A zo buhez hag a ro buhez
A zeu eus an Tad hag eus ar Mab
Par d'an Tad ha d'ar Mab, eo adoret hag enoret
Ha komzet e-neus dre ar Brofeted
Me a gred en Iliz a zo unan, santel, katolik hag abostolek
Anzav a ran ez eus ur vadeziant hepken
Evit pardon ar pec'hedoù
Ha gortoz a ran adsav ar re varo da veo
Ha buhez ar bed da zont
Amen !

Eskopti Kemper a ginnig un eilstumm tost a-walc'h liammet ouzh al Leor Overenn (Minihi Levenez), skrivet e doare « skolveuriek ; a se n'eo ket bet asantet gant Roma abalamour ma n'helle ket bezañ implijet gant an holl vrezhonegerien gatolik. A-hervez eo bet lakaet e peurunvan abaoe, gant bennozh Roma ar wech-mañ.

Simbol an Ebestel

kemmañ

Hemañ a gaver war ar skeudennoù a-us, o tont eus Bue ar Zent Yann Vari Perrot (1912) pe nevesoc'h eus al levrig Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon (1949).

Notennoù

kemmañ
  1. Ger benel e Geriadur istorel ar brezhoneg.
  2. Ger gourel pe benel e Geriadur ar brezhoneg a-vremañ.
  3. Nicole Lemaître &al., Dictionnaire culturel du christianisme, Cerf-Nathan 1994, Concile, Credo, Symbole.