Karnataka
Karnataka zo unan eus stadoù India, war aod ar c’hornôg. Savet e voe e 1956, pa voe krouet meur a stad nevez hervez bevennoù ar yezhoù. Kannada eo yezh ofisiel ar stad.
Karnātakā ಕನಾ೯ಟಕ | |
---|---|
Kêr-benn | Bangalore |
Poblañs • A-bezh • Stankter |
55 858 200 ann. (2005) 291 ann/km² |
Gorread | 192 000 km² |
Gouarner | T. N. Chaturvedi |
Yezhoù | Kannadaeg |
Internet | www.karnataka.gov.in |
Tremen 55 milion a anezidi zo e Karnataka, da lavarout eo kement hag e meur a stad eus Europa, war ur gorread 191 773km². Bengaluru eo ar gêr-benn, unan eus brasañ kêrioù India, pa’z eus enni tremen 6 milion a annezidi.
An div drederenn eus annezidi ar stad a gaoze kannada, 9,96 % anezho urdu, 7,39 % telugu, 3,84 % tamil, 3,64 % marathi… hag ar re all yezhoù all c’hoazh, en o zouez an hindeg. Dont a ra anv ar stad eus daou c’her kannada, karu ha nadu, douar uhel.
Stadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orisa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Telangana • Tripura • Uttarakhand • Uttar Pradesh |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nikobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • Delhi • Jammu ha Kachmir • Ladakh • Lakshadweep • Puducherry |