Joseph Loth

Skrivagner brezhonek

Joseph Loth (1847 er Gemene-1934 e Pariz), a oa kentañ kelenner yezhoù keltiek e Skol-veur Roazhon. N'en deus ket skrivet nemeur e brezhoneg (n'anavezer diwar e zorn nemet raklavar adembannadur Ar en deulin, oberenn Yann-Bêr Kalloc'h e 1935). Er skridoù gouiziek e kaver meneg aliezik eus al "Linenn Loth" a verkfe bevenn bellañ emled ar brezhoneg war-zu ar reter.

Joseph Loth

E vuhez

kemmañ

Botaouer-koad e oa e dad e Berne, war harzoù koad Pont-Kalleg, hag eus ar Gemene e oa e vamm. Ganet e voe Jozef d’ar 27 a viz Kerzu 1847, er Gemene. Mont a reas da gloerdi bihan Santez-Anna-Gwened kent mont da Bariz da genderc’hel e studioù. Goude e voe anvet da gelenner e lise Kemper, en ur skolaj e Pariz, hag e lise Pondi. E 1883 e voe anvet da gelenner war ar c’heltieg e skol-veur Roazhon. Gantañ e voe savet an Annales de Bretagne ha renet e voe gantañ betek 1910. Er bloavezh-se e voe anvet e Skolaj Bro-C'hall, e Pariz. Degemeret e voe da ezel en Académie des inscriptions et belles-lettres e 1919, hag e meur a ensavadur all ivez : Akademiezh Roueel Norvegia, London Philological Society... Anvet e voe da zoktor gant skol-veur Glasc'hu, gant hini Kembre...

En Annales de Bretagne, er Revue Celtique hag e kelaouennoù all c'hoazh, e embannas ur bern pennadoù diwar-benn ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek. War-lerc'h Henri d'Arbois de Jubainville ez eas e penn ar Revue Celtique ha da eil-renerien e oa Georges Dottin, Émile Ernault ha Joseph Vendryes, kelenner en École pratique des hautes études. Pa varvas Georges Dottin e voe lakaet Marie-Louise Sjoestedt en e lec'h.

Meur a levr a savas ivez ha meur a skrid a voe adembannet gantañ, evel da skouer geriadur Pierre de Châlons.

Mervel a reas e Pariz d'ar 1añ a viz Ebrel 1934, met beziet e voe er Gemene.

E 1947 e voe roet e anv da lise Pondi, anvet bremañ lise Joseph Loth.

E skridoù

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ