Gwir Vretoned (levrig)
Gwir Vretoned zo un dastumad kanaouennoù bet embannet gant ar gelaouenn Skol, renet gant Armañs ar C'halvez, e 1964 (niverenn 27, miz Kerzu), hag ennañ komzoù 74 kanaouenn. Darn anezho zo sonioù kozh, re all sonioù troet diwar yezhoù all, gant Kerlann pe Roparz Hemon. Ar sonerezh a oa bet embannet war ul levrig distag.
Ar c'hanaouennoù
kemmañSetu amañ o anvioù evel m'o lenner e taolenn ar c'hanaouennoù, er bajenn 1.
- Bro Gozh Va Zadoù, savet gant Taldir diwar Hen Wlad fy Nhadau, kan broadel Kembre
- Kan-Bale Arzhur, diwar Barzhaz Breizh
- Kan-Bale Nevenoe, gant Glenmor
- An Alarc'h, diwar Barzhaz Breizh
- Gwir Vretoned, savet gant Potr Treoure war don Seziz Gwengamp, e Barzhaz Breizh
- Dalc'h Soñj, savet gant Taldir war un ton iwerzhonat
- An Hunvreoù kaer, savet gant Roparz Hemon war un tonskosat
- Bale Juluan Kadoudal, a vefe bet savet er vac'h gant ar chouan Juluan Kadoudal, breur da Jorj Kadoudal, a-raok ma voe lazhet gant an archerien republikan
- Bannieloù Lambaol, dastumet gant H. Gwilherm
- Kendalc'homp, savet gant Paolig Monjarret
- Ar Galv, savet gant Kerlann
- Nouel Ploueg-ar-Mor, kanet e 1953 gant Janed Kolin,
- Nozvezh Sioul, Nozvezh Kaer, savet gant Roparz Hemon war un ton alaman brudet
- E-kreiz an noz, savet gant Roparz Hemon
- Ar C'hraou Nedeleg, savet gant Roparz Hemon
- Kleier Nedeleg, savet gant Roparz Hemon
- Marijanig Lagadbran, savet gant Potr Treoure war un ton kozh,
- Kotokotogog, dastumet gant Potr Treoure
- Yannig an Difouper Neizhioù, dastumet gant Potr Treoure
- Va c'hi ha va c'hazh, ton gant A. Boucher, son gant G. Mevel, tennet eus Feiz ha Breiz
- Son ar Yar
- Toutouig
- Kaourantinig ha Marivonig, kanaouenn a gornad Pondivi, kempennet gant Potr Treoure
- Ar C'hazh Rous, tennet eus Soniou Breiz Izel (levrenn 1), dastumet gant Fañch an Uhel,
- Glav 'ra, Berjerenn, savet gant Roparz Hemon war un ton gall
- Breurig Jakez, savet gant Roparz Hemon war un ton gall
- Malbroug a ya d'ar brezel, savet gant Roparz Hemon war un ton gall
- Mont a raimp d'ar chase, savet gant Roparz Hemon war un ton skosat
- Kleierigoù, savet gant Roparz Hemon war un ton stadunanat
- An Tabouliner bihan, savet gant Roparz Hemon war un ton alaman
- Mammig ar c'hizhier, savet gant Roparz Hemon
- Me 'm eus ur c'hazhig
- Loeizaig ha Perig
- Pierig ha Frañsoezig
- Son Helena
- Ar Goulenn Eured
- Ar vatezh Vihan
- An Durzhunell, dastumet gant Potr Treoure
- War Bont an Naoned
- Me a savo un dourell, gant Maodez Glanndour, war un ton eus Bro-Gwened
- An teir seizenn, dastumet gant Loeiz Herrieu
- Tuchant ec'h erruo an hañv, dastumet gant Loeiz Herrieu
- Setu achu ar goañv, gant Yann Derrien,
- Luskellerezh, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn alamanek Guten Abend, gant Johannes Brahms
- Ar goañv zo tremenet, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn alamanek Der Winter ist vergangen
- Jani, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn saoznek I dream of Jeanie, gant ar Stadunanad Stephen C. Foster
- Yannig ar mil micher, gant Filomena Kadored
- Ar C'hi en Dienn, dastumet gant H. Gwilherm
- Son ar c'hafe, savet Evnig Penn-ar-C'hoad
- Soubenn ar yar
- Sonig ar c'havr
- An Anduilhenn, dastumet gant Narsis Kelien e Pleiben e 1870
- Son ar pilhaouer, savet gant an Aotrou Bodeur, person e Lokeored war-dro 1870, dastumet gant Narsis Kelien ,
- Me 'gar Filo, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn stadunanat So early in the morning
- Julig ar Ververo
- An hader, dastumet gant Bourgault-Ducoudray
- Ar miliner drant, savet gant Roparz Hemon war un ton saoz
- Kan an dud a vor, ton gant H. Gwilherm, komzoù gant K. Mevel
- Me zo ganet e-kreiz ar mor, ton gant Jef ar Penven diwar barzhoneg Yann-Bêr Kalloc'h
- Paotr ar Yeoded, gant Yann Derrien
- Luskell, va bag, gant Kerlann diwar The Skye Boat Song (Bro-Skos)
- Bageerien ar Volga, savet gant Roparz Hemon war un ton rusian, tennet eus Ar Bed Keltiek
- Mintin war ar mor, savet gant Roparz Hemon war un ton iwerzhonat, tennet eus Ar Bed Keltiek
- Sav, Breizh Izel
- E-barzh ar c'hoadoù glas, savet gant Roparz Hemon war un ton gall
- An nevez-amzer hag ar goañv, savet gant Roparz Hemon war un ton alaman
- Santa Lucia, savet gant Roparz Hemon war un ton italian
- An dluzhenn, savet gant Roparz Hemon war ton Die Forelle Franz Schubert
- Ar razh koad
- Va zi bihan, savet gant Potr Treoure war un ton kembreat
- Hirvoudoù
- O tregas fall, savet gant Roparz Hemon war un ton skosat
- Serr-noz
- Kenavo, savet gant Roparz Hemon war un ton skosat