Ar gwad zo ul liñvenn a red diehan met a dalmadennoù e gwazhiadurezh hag e kalon loened zo, mab-den en o zouez. Savet eo gant ul lodenn dourek, ar plasma, hag ul lodenn soludek, ar c'helligoù ha tammoù anezho.

Biz o wadañ
Rouedad ar gwad e korf un den
  • ██ Gwad pinvidik karget a oksigen
  • ██ Gwad paour nebeut a oksigen ennañ
  • E gefridioù eo :

    Danvezennoù er gwad

    kemmañ

    Gant mel an eskern hir e vez kenderc'het kelligoù ar gwad.

    • Eritrokit, anvet ivez "globulennoù ruz" pe kelligoù ruz daoust ma n'int ket kelligoù evit gwir dre n'eus na kraoñell na organit ken enno. Un eritrokitenn a bad 120 devezh ha distrujet e vez gant an avu, ar felc'h pe mel an eskern. Enno emañ an hemoglobin a dreuzkas an dioksigen 02, an dioksidenn garbon CO2 hag ar vonoksidenn garbon CO. Pinvidik-tre eo an hemoglobin e houarn ha gouest eo da stagañ enni an dioksigen disolvet er plasma. War-lerc'h bezañ bet karget e dioksigen (e logigoù ar skevent) e vez kaset an eritrokitennoù gant fonn ar gwad betek ar gwiadoù e-lec'h ma zieubont an dioksigen. Karget e vezont aze e dioksidenn garbonek daoust ma vez dalc'het er plasma dreist-holl ar molekulennoù-se.
    • Leukokit, "globulennoù gwenn" pe kelligoù gwenn. Ur roll a-bouez o deus er reizhiad hangaeañ dre zistrujañ an elfennoù kontammus. Liesseurt int : granulokit, limfokit, monokit ... pep hini gant ur perzh disheñvel.
    • Trombokit, "plaketennoù" pe pladanoù. Tammoù kelligoù hep kraoñell int evel an eritrokit hogen, organitoù a zo enno. Diwar-se int gouest da analañ ha da broduiñ proteinoù. Ur roll pennañ o deus e kaoulediñ ar gwad.

    Ar c'helligoù meneget a-us a ya d'ober 45 % eus ar gwad. Ar peurrest eo ar plasma.

    Ar plasma

    kemmañ

    Lodenn dourek ar gwad eo ar plasma. Ennañ ez eus

    • molekulennoù diwar koazhadur ar boued (glukoz, trenkennoù aminek, trenkennoù druz ...)
    • molekulennoù diwar metabolegezh ar c'helligoù (ure ...)
    • molekulennoù kannad eus an difenn immunizel.
    • molekulennoù kannad eus ar c'hehentiñ dre wad (hormonoù).
    • ionoù (sodiom, potasiom, magnesiom ...). Gant al lounizhi e vez kempouezet paoter an ionoù er plasma hag en dourennoù diabarzh all.


    Sellit ouzh ar ger gwad er
    wikeriadur, ar geriadur frank.