Eurioù
An Eurioù (Ὤραι e gregach, Hōrai) eo doueezed an amzer o tremen e mojennoù Hellaz kozh. Merc'hed e oant da Zeus ha Themis. Hanter c'hoarezed e oant d'ar Moirai. Da gentañ n'eo ket rannoù an deiz, met rannoù ar bloaz, e oant, ha ne oa nemet teir anezho.
O anv
kemmañ- E gregach e oa Hórai.
- E latin e oa: Horae.
Teir zo anezho hervez Hesiodos: Eunomia, Dike, Eirene. Un tamm mat luzietoc'h avat eo o istor.
Tri remzi
kemmañGant Homeros int Porzhierezed an Oabl hag o c'hefridi eo digeriñ ha serriñ dorioù peurbadel an Olympos. Reoliañ buhez an dud a reont ivez.
Kentañ remziad
kemmañE mojennoù Hellaz ne oa nemet teir Eur, pe teir Rann-Vloaz, da gentañ :
- Thallo, doueez an Nevezamzer,
- Aukso, (Αυξώ e gregach) pe Auksesia, a dalveze "kresk ar plant", a veze azeulet gant Hegemone en Aten evel unan eus an div C'harit.
- Karpo (pe C'harpo) (Καρπώ), a oa plac'h ar frouezh hag an Diskaramzer.
Tud Hellaz n'anavent nemet Nevezamzer, Hañv, ha Diskaramzer. Diwezhatoc'h e voe lakaet ar Goañv. Komzet e vo eus ar peder rann-vloaz diwar neuze.
Goude-se e voe rannet an deiz e daouzek rann keit-ha-keit, kresket e voe niver an Eurioù (an doueezed) betek daouzek gant ar varzhed, ha graet e voe an Daouzek C'hoar anezho.
Alies e vezont gant an Doueed, gante e voe skoliet Hera, Dionysos, Afrodite, Hermes, Aristea. Dezho e voe da vont d'an Ifernioù da gerc'hat Adonis da Afrodite. Gant Afrodite e vezent dalc'hmat pa veze an doueez o'n em fichañ.
En arzoù e veze gwelet ar remzi kentañ evel merc'hed yaouank hoalus e-kreiz bleunioù ha glasvezh hag arouezioù puilhded. Azeulet e vezent gant labourerien-douar Hellaz.
Eil remzi
kemmañAn eil remzi emañ ennañ
- Eunomia, Ευνομία e gregach, a oa doueez an urzh vat pe al lezennoù; hi pe unan all a zo lakaet da verc'h da Hermes hag Afrodite.
- Dike, ar Justis
- Eirene (Ειρήνη) a oa doueez ar peoc'h, a oa Pax gant ar Romaned.
O-zeir int doueezed al lezenn hag an urzh vat, a zalc'h ar gevredigezh en he sav hag en he c'hempouez. E kêrioù Aten, Argos hag Olympia e vezent azeulet er penn kentañ.
Trede remziad
kemmañHervez oberourien zo e oa un trede rummad Horae. Bez' e oant:
- Ferousa, doueez an atantoù;
- Euporia, doueez ar puilhder;
- Orthosia, doueez ar c'hreskiñ hag ober berzh.
O boazioù
kemmañAlies e vez an Eurioù gant ar C'harited pe gant Nimfezed: ar varzhed a gomz anezho evel merc'hed yaouank koant o tañsal gant dilhad na dapont ket izeloc'h eget pennoù o daoulin, pe gwisket gant saeoù hir, o terc'hel rezin, pennoù-ed, barroù e bleuñv.
Menegoù
kemmañAn Eurioù zo meneget gant:
War ar monumantoù e hañvalont bout kenoad. Delioù palmez a vez ganto war o fenn.
Pa voe lakaet peder rann d'ar bloaz e voe lakaet peder Eur en arzoù ivez, nemet oadoù dishañval a voe roet dezho, saeoù hir ganto met tamm kurunenn ebet.
Eur an nevezamzer a voe diskouezet evel ur grennardenn, mistr he dargreiz. Koshoc'h egeti eo he c'hoarezed, ha koshoc'h an eil evit eben, diouzh o c'horf. Oc'h eveshaat deskadurezh ar vugale e vezent, hag o reoliñ buhez an dud: en holl euredoù a oa er mojennoù edont o kemer perzh.
An Daouzek Eur
kemmañEvit daouzek Eur an deiz, a oa merc'hed da Gronos, an Amzer, (hervez Nonnos Panopolis) pe da Helios (hervez Quintus Smyrna), ne oant nemet dek da gentañ-penn. Setu o anvioù, adalek ar gouloù-deiz petek ar c'huzh-heol:
- Auge, ar Gouloù-deiz,
- Anatole, pe Anatolia, ar Sav-Heol,
- Mousike pe Mousika, ar Sonerezh, pe eur ar seniñ hag ar studi,
- Gymnasia pe Gymnastika, koulz an embregerezh-korf,
- Nymfe, eur ar c'hibellañ hag an emwalc'hiñ,
- Mesembria, kreiz an deiz, ar C'hreisteiz,
- Sponde, eur ar banneoù goude merenn,
- Elete, an Ec'hoaz, ar c'housk goude kreisteiz, pe ar bedenn,
- Akte (pe Kypris gouez da lod), an Enderv, pe eur ar pred hag ar blijadur,
- Hesperis, an Abardaez,
- Dysis, mare ar c'huzh-heol,
- Arktos, ar gouloù diwezhañ.
Oberourien zo ne reont ket anv eus Arktros met eus C'hora, an Dañs.