Dimezell (distaget demezell pe damezell a-wechoù) a oa an titl roet da verc'h dizimez un aotrou, da lavarout eo un denjentil, ezel eus an noblañs, er Grennamzer.

Ar Briñsez hag an aerouant, livet gant Paolo Uccello, war-dro 1470.

Stummoù hag implij gwechall

kemmañ

N'eus nemet ur stumm d'ar ger e brezhoneg, pa'z eus daou e galleg : demoiselle ha mademoiselle. Kavet e vez ar furmoù an 'nemezell (= an dimezell) ha ma 'nemezell (= ma dimezell) e rannyezh Bro-Gwened. (Frañsez Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, 1992).

Diwar ar ger gallek damoiselle (aet da demoiselle e-kreiz ar XVIIvet kantved), deuet diwar al latin dominicella (mestrezig), e teu ar ger brezhonek.

N'anavezer ket a furm c'hourel e brezhoneg, par d'ar ger gallek damoiseau er Grennamzer: neuze e veze ret ober gant troioù-lavar evel an aotrou bihan.

Dimezelled un itron

kemmañ

Komz a reerivez eus dimezelled pa gomzer eus plac'hed a enor un itron. Fiziet e veze merc'hed yaouank an noblañs izel en itronezed uhel. Merc'hed a gompagnunezh e oant, uheloc'h o stad eget hini ar mitizhien: enne e veze fiziet labourioù enorus ha dereat evel gwriat pe nezañ.

Kenavo d'an noblañs

kemmañ

Pa'z eas statud an noblañs war izelaat e voe graet an titl-se ivez eus merc'hed ar vourc'hizien goude an Dispac'h gall.

Hiriv e reer an anv-se eus ur plac'h pe ur vaouez yaouank.

Implij ar ger hiziv

kemmañ

Graet e vez gant ar ger dimezell evel titl er vuhez bemdez, evel ma vez graet gant aotrou hag itron. Da verc'hed zo e plij, dre ma kav dezho o yaouanka, da re all e tisplij peogwir e kav dezho e c'hall o diskouez evel preizhoù d'ar verc'hetaerien. Da neuze e c'houlennont e vije graet gant itron outo.

Stag eo implij ar ger

  • ouzh anvioù titloù all: aotrou, itron, titloù tad ha mamm an dimezell,
  • ouzh anv tad an dimezell, e-skoaz betek dibenn an XXvet kantved e oa stag anv an itron ouzh hini an aotrou,
  • ouzh ar yaouankiz
  • ar werc'hded
  • ur statud kevredigezhel a-raok mare ar briedelezh, pe er-maez anezhi. Dre astenn-ster e c'hall bezañ ne vern pe blac'h dizimez.

A-wechoù ne vez gant ar ger nemet unan eus ar sterioù-se, alies e vez an holl war un dro.

Abaoe dibenn an XXvet kantved, gant distrishaat an doareoù-bevañ, e kav da lod, e meteier zo, abalamour d'an dave graet d'ar statud dispredet en ur gevredigezh ha n'eo ket ken uhel-se talvoudegezh ar briedelezh enni ken, ez eo ur ger da argas. Dre ma n'eo ket nec'het an darn vrasañ eus an implijerien gant liammañ ar ger ouzh un ideologiezh e vez dalc'het d'ar ger er yezh pemdez evel merk a gourtezi.

Tabutoù diwar-benn implij ar ger "dimezell"

kemmañ

Hervez tud 'zo avat e rankfer klask ober hep implijout ar ger-mañ dre m'eo asimetrek pa geñverier gant an termenoù kevatal pe damkevatal implijet evit ober dave da c'houred, da lâret eo e vez implijet an termen "aotrou" evit komz ouzh un den dimezet pe get keit ha ma implijer gerioù disheñvel evit ober diouzh ar maouezed en ur verkañ bep tro hag-eñ int dimezet pe get, da lâret eo "itron" evit maouezed dimezet ha "dimezell" evit ar maouezed n'int ket dimezet.

Hervez studioù 'zo e tenn an diforc'h yezh-se d'ar fed ma oa disheñvel-krenn statud ur vaouez er gevredigezh betek an XIXvet kantved en darn vrasañ eus broioù Europa ar C'hornôg hag hiziv c'hoazh e meur a lec'h dre ar bed, hervez ma ne oa ket dimezet c'hoazh (m'en deveze an holl gwirioù warni he zad pe he breudeur dre lezenn) pe dimezet (m'en deveze dre lezenn an holl gwirioù warni he gwaz).

E meur a vro, daoust ha m'az eus ez-istorel gerioù kevatal d'ar ger brezhonek "dimezell", da skouer en alamaneg Fräulein (da lâret eo "itronig") pe e saozneg miss e reer dre vras muioc'h-mui hag e meur a yezh gant an hevelep termen atav evit maouezed dimezet pe get (d.s. Frau; "itron" en alamaneg) pe c'hoazh a-wezhoù gant termenoù nevez-krouet (d.s. "Ms." - na Missus ("itron") na Miss ("dimezell" e saozneg) evit lakaat da vezañ simetrek an titloù implijet evit ober dave d'ar c'houred hag ar re implijet evit ober dave d'ar maouezed.

An Dimezelled el lennegezh

kemmañ

Muioc'h e vez anv eus dimezelled eget eus plac'hed a renk izel e lennegezh ar Grennamzer hag an Azginivelezh, ha betek amzervezh ar romantelezh. Ma klaske alies troubadourien sac'hañ evezh un itron ez eas deur ar varzhed davet an dimezelled pa voe kadarnaet pouez an briedelezh hervez reolennoù ar relijion gristen.

Saveteiñ un dimezell eus an dañjer a zo ur steuenn bet implijet kalz el lennegezh, evel e Damsel in distress (dimezell en enkrez), gant P. G. Wodehouse. Gwelout ar pennad dimezell en enkrez.
E gwirionez e kaver ar framm lennegel-se a-hed an istor al lennegezh, brezel Troia pe romantoù marc'hegeien ar Grennamzer, al lennegezh kourtezi, gant priñsezed (an dimezelled kentañ) hag erevent.

Damheñvel eo ar steuenn e meur a film, evel King Kong.

Arroudennoù eus testennoù gant "dimezell"

kemmañ

Gwerzioù

kemmañ

E penn kentañ gwerz An daou vreur, e-barzh Gwerziou Breiz Izel (levrenn gentañ, pajenn 196) gant Fañch an Uhel e kaver kement-mañ:

Mar an me d’an arme ‘vel ma dlean monet,
Pelec’h ‘lakain-me ma fried da viret?
Digaset-hi d’am zi ma breurig mar karet,
M’he lakaio er gambr, gant ma dimezelled,

En ur ganaouenn gant ar vreudeur Morvan e klever:
...Boñsoar dit-te, ma breur
Boñsoar dit-te laran
Pelec'h 'mañ ma dousig berjelenn
Am oa leusket amañ?
O 'mañ du-se 'barzh ar gambr/
Gant ma dimezelled

Amañ e weler ur skouer eus ar sterioù "plac'h dizimez" ha hini ar plac'h a gompagnunezh chomet bev e kanaouennoù-pobl.

C'hoariva

kemmañ

E-barzh Sainte Tryphine et le Roi Arthur e lavar Trifina : Ma demezell a gambr, tostait, deut amañ
Kement-se adarre zo un testeni eus ar plac'h a gompagnunezh.

Pennadoù kar dre o ster

kemmañ