Devezh etrebroadel an euskareg

Devezh etrebroadel an euskareg, pe Euskararen Nazioarteko Eguna (ENE), pe Día Internacional del Euskera e kastilhaneg, zo un devezh ma vez lidet an euskareg, d'an 3 a viz Kerzu.

Krouet e voe e 1949 gant an Eusko Ikaskuntza (Sociedad de Estudios Vascos, Société d'Études Basques) da embann hollvedelezh an euskareg. Abaoe 1995 eo deuet da vezañ lidet ent-ofisiel, da-heul un emglev etre gouarnamant Kumuniezh Emren Euskadi hag Akademiezh an Euskareg, Euskaltzaindia. Er bed a-bezh e vez lidet bremañ, el lec'hioù ma'z eus euskaregerien.

Liammoù diavaez

kemmañ