Devezh al labourerien
Gouel al Labour pe Devezh etrebroadel al Labourerien a reer eus un devezh gouel lidet d’ar 1añ a viz Mae peurliesañ, en ur bern broioù eus ar bed. Un devezh stourm evit gwirioù al labourerien eo an devezh-se.
Dibunadegoù, manifesdagoù, sonadegoù ha darvoudoù a vez savet d'an deiz-se. An hengoun eo da brofañ ur boked louzaouenn-an-hañv ivez.
Anv
kemmañGouel al Labour a vez lavaret e brezhoneg peurliesañ, ar pezh a glot gant "Fête du Travail" e galleg ha "Labor Day" e saozneg. "May Day" zo un doare all da lavarout e saozneg peogwir e c'hall ar gouel bezañ Lun kentañ miz Mae ha ket ar 1añ a viz Mae.
Un anv ofisiel zo ivez, "Devezh etrebroadel al Labourerien", lidet bep 1añ a viz Mae pe bep Lun kentañ miz Mae e kalz broioù eus ar bed.
Orin
kemmañAn "Deiz al Labour" kentañ (Labor Day e saozneg) a voe krouet d'ar 5 a viz Gwengolo 1882 pa zibunas 10 000 micherour e New York evit enoriñ al labourerien.
Klask a rae ar sindikadoù stadunanat rediañ an implijerien da lakaat e pleustr an devezh labour 8 eurvezh. E-pad o c'hendalc'h e 1884 e tivizjont sevel o oberoù d'ar 1añ a viz Mae, devezh ar moving day, an deiz ma echue bloavezh kontouriezh kalz embregerezhioù stadunanat ha ma echue ivez kalz kevratoù labour ar vicherourien.
En Europa e voe divizet gant an Eil Etrebroadel, hag a oa bet bodet e Pariz e 1889, sevel un devezh harz-labour etrebroadel d'ar 1añ a viz Mae evit stourm evit an devezh labour 8 eurvezh. D'ar c'houlz-se e pade an devezh labour 10 eurvezh pe muioc'h e tost holl ar broioù industrialaet.
Liammet eo Gouel al Labour ouzh stourm micherourien eus kalz broioù evit kaout un devezh labour 8 eurvezh eta, adalek 1890 hag a-hed lodenn gentañ an XXvet kantved.
Dre vro
kemmañAr 1aña viz Mae zo un deiz-gouel abaoe 1933. Goude an Eil Brezel Bed e chomas un deiz-gouel kenkoulz e Republik Kevreadel Alamagn hag e Republik Demokratel Alamagn.
Ar 1añ a viz Mae zo un deiz-gouel. Ma c'hoarvez d'ur sul e vez lidet e-pad un deiz labour boas.
Ar 1añ a viz Mae zo un deiz-gouel, ha kalz darvoudoù a vez aozet d'an deiz-se evit lidañ "Deiz al Labourerien".
Ar 1añ a viz Mae zo un deiz-gouel evit lidañ Gouel al Labour pe Devezh etrebroadel al Labourerien.
Ar 1añ a viz Mae zo un deiz-gouel evit lidañ Gouel al Labour pe Devezh etrebroadel al Labourerien.
En Enez ar Skorn eo Gouel al Labour un deiz-gouel. Dibunadegoù ha prezegennoù a vez bep bloaz.
Lidet e vez "Gouel al Labour italian" (Festa del lavoro italiano) d'ar 1añ a viz Mae. Un deiz-gouel eo.
Al Lun kentañ a viz Mae zo un deiz-gouel e Republik Iwerzhon abaoe 1994 hag en Hanternoz Iwerzhon abaoe 1978. An dro eo "May Day" da sevel darvoudoù a bep seurt : dibunadegoù e Dulenn ha Belfast, sonadegoù hag all.
Ar 1añ a viz Mae zo un deiz-gouel broadel, ha soubenn fav a vez roet d'an dud da zebriñ evel meuz hengounel al labourerien.
Lidet e vez Dag vun der Aarbecht ("Deiz al Labour") evel deiz-gouel bep 1añ a viz Mae ha manifestadegoù a vez e kêr Luksembourg ha kêrioù all ar vro.
E 1920 e voe divizet lakaat ar 1añ a viz Mae da Ouel ofisiel al Labourerien.
E Republik Pobl Sina e vez lidet Gouel al Labour (劳动节 Láodòngjié) e-pad tri deiz.
.
Lun kentañ miz Gwengolo eo al Labor Day hag un deiz-gouel eo. Lidet eo ivez Devezh etrebroadel al Labourerien d'ar 1añ a viz Mae gant ar sindikadoù met n'eo ket un deiz-gouel.
E Suis eo un deiz-gouel e kantonioù pe distrigoù zo, er re all e vez savet dibunadegoù d'an abardaez gant ar sindikadoù, goude an devezh lavour pe ar mintinvezh.
E Sina demokratel e vez lidet ar 1añ a viz Mae evel un deiz-gouel, nemet gant ar gelennerien hag ar studierien ne vez ket.
Ken abred ha 1840 e voe gounezet un devezh-labour 8 eurvezh gant ur c'halvez anvet Samuel Parnell e Wellington. "Labour Day" a vez lidet bep pevare Lun miz Here.