Cumbric
Cumbric ("kumbrieg") a vez lavaret e saozneg eus ar yezh predenek komzet en Hanternoz Kozh Enez Vreizh etre ar Vvet hag an XIIIvet kantved. Marvet eo gant lanv an alouberien c’herman, Angled ha Saozon.
Skridoù
kemmañN’anavezer nemet tri ger anezhi kavet e-barzh ur skrid latin, Leges inter Brettos et Scottos: « galnys », « mercheta » ha « kelkyn », a vije « galanas », « merch » ha « cylch » e kembraeg a vremañ, ha « merc'heta » ha « kelc'h(enn) », e brezhoneg evit an daou ziwezhañ. Anvioù-tud zo ivez e Buhez sant Kentigern. El lec’hanvadurezh eo ez eo chomet ar brasañ roud anezhi.
Komzet e veze e rouantelezhioù brezhon an hanternoz kozh, da lavarout eo Rheged, Gododdin ha Strat Clut, e broioù a zo bet lonket gant Bro-Skos pe Bro-Saoz.
Lavaret e vez eo er yezh-se e voe savet oberennoù ar varzhed Taliesin hag Aneurin er VIvet kantved. Ne vije ket gwall zisheñvel diouzh an hengembraek nag ouzh an henvrezhoneg. Predeneg a vez lavaret a-wechoù eus ar genyezh pe ar skourr yezhoù-se.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Hervé Abalain, Le Pays de Galles, identité, modernité, Éditions Armeline, Crozon, 2000, (ISBN 2-910878-07-4).
- (fr) Myles Dillon, Nora Kershaw Chadwick, Christian-Joseph Guyonvarc'h et Françoise Le Roux, Les Royaumes celtiques, Éditions Armeline, Kraozon, 2001, (ISBN 2-910878-13-9).
- (fr) Christian Y. M. Kerboul, Les Royaumes brittoniques au Très Haut Moyen Âge, Coop Breizh, Speied, 1997, (ISBN 2-84346-030-1).
- (br) Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek (Histoire des langues celtiques), 2 levrenn, Hor Yezh, Lesneven, 1962.
Pennadoù kar
kemmañ
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia
Pennadoù kar:
Yezhoù keltiek · Yezhoù gouezelek · Brezhoned · Enez Vreizh · Rouantelezhioù brezhon · Hanternoz Kozh
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |