Brezel diabarzh Iwerzhon

Brezel diabarzh Iwerzhon (iwerzhoneg : Cogadh Cathartha na hÉireann; saozneg : Irish Civil War) zo ur brezel diabarzh hag a badas eus an 28 a viz Mezheven 1922 betek ar 24 a viz Mae 1923. Daou duad broadelourien eus Iwerzhon, bet o stourm a-enep Impalaeriezh Breizh-Veur evit dieubidigezh o bro, a oa oc'h en em gannañ da heul ar feur-emglev saoz-hag-iwerzhonat a lakae war-sav ur "Stad dieub" a chome un dominion (domani) da Impalaeriezh Breizh-Veur ha d'ar re a nac'he ar feur-emglev-se. Gouarnamant da c'hortoz Iwerzhon a oa a-du gant ar feur-emglev tra ma oa ar republikaned a-enep, chomet feal ma oant d'ar Republik embannet da-geñver Emsavadeg Pask 1916. Dont a rae ar Brezel diabarzh da heul Brezel dieubiñ Iwerzhon a oa deuet a-benn da lakaat gouarnamant Londrez da blegañ. Gounezet e voe ar brezel diabarzh gant gouarnamant ar Stad dieub war ar republikaned, dre ma oant bet harpet gant ar Saozon a roe armoù dezho. Muioc'h a dud lazhet a voe e-kerzh ar brezel diabarzh eget e-kerzh ar brezel dieubiñ, ha manet eo rannet ar gevredigezh war-lerc'h e-pad pell. Da skouer, an daou strollad politikel pennañ a zo er vro, ar Fianna Fáil hag ar Fine Gael, zo diskennidi eus an daou duad.

Skrid an Emglev Saoz-hag-Iwerzhonat
Ur prizoniad eus an IRA ambrouget gant soudarded an National Army