Bloemfontein
Bloemfontein (sothoeg: Mangaung, "lec'h ar c'hizhier-ki"), kêr-benn Stad dieub Oranje ha kêr-benn Suafrika evit ar justis abaoe 1910.
E anv a dalv "feunteun ar bleuñv" e nederlandeg hag en afrikaneg.
Douaroniezh ha poblañs
kemmañAr gêr zo lec'hiet e 1 400 m uhelder. 370 000 annezad zo enni, 650 000 gant an tolpad.
Istor
kemmañUr gêr istorel afrikaner eo Bloemfontein. Diazezet e voe e 1846 gant ur major breizhveurat. Kêr-benn ar republik voer Stad dieub Oranje e voe eus 1854 da 1902.
E-pad Brezel ar Boers ha dalc'hidigezh gant ar bagadoù breizhveurat e sav ar re-mañ unan eus ar vrasañ kampoù-bac'h e-lec'h m'eo serret miliadoù a vaouez ha bugel boer. Ar c'hentañ kamp gweladennet gant Emily Hobhouse an hini e voe e 1900. Deskivañ a reas an drastoù delazhet gant ar siviled dre ar wallvagañ hag an treitourajoù.
Tud dibar
kemmañ- John Ronald Reuel Tolkien, skrivagner saoz bet ganet e Bloemfontein.