Bécassine ! zo ur film gall, gant Bruno Podalydès, e 2018, savet diwar-benn an dudenn Bécassine, krouet e 1905. Produet eo gant ar gompagnunezh c'hall Why Not Productions, eus Pariz, ha filmet eo bet an istor e Normandi, e Perche-en-Nocé, en departamant Orne[1], ha roet gwenneien gant ar rannvro eno[2].

Ar film

kemmañ

Disheñvelik eo an dudenn diouzh hini al levrioù savet e deroù an XXvet kantved. Degemeret madik eo bet ar film gant ar re o deus gwelet anezhañ, petra bennak ma n'eus bet den o kontañ e oa ur bennoberenn. En ABP e voe lennet e oa ur film dizrouk graet evit familhoù e-kerzh un devezh glav[3].

Aktourien

kemmañ

Trouz en-dro d'ar film

kemmañ

E Breizh

kemmañ

Skignet e voe ar film e Frañs d'an 20 a viz Mezheven 2018[4] ent-ofisiel ; koulskoude, un tammig trouz a oa bet diwar e benn e Breizh[5], a-raok ar rakvannadenn aozet e Kemper d'an 31 a viz Mae[6]. Hervez ar filmaozer e teu an dudenn eus ur bed ijinet[7], pa ouzer e teu eus matezh vreizhat Jacqueline Rivière.

E Bro-C'hall

kemmañ
  • Gwivanoù zo a reas anv eus ar boikot[16]
  • Kelaouennoù zo a embannas e vez taget ar film Bécassine! e Breizh pe gant rannvroelourien pe gant dizalc'hourien[17],[18],[19],[20].
  • Le Figaro a embannas d'an 30/05/2018 : Bruno Podalydès : « Bécassine! n'est pas un documentaire historique sur la Bretagne »[21].

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ