Aietes
Aietes (Αἰήτης / Aiếtês e gregach, აიეტი Aietʼi, e jorjieg, Aetes e latin) a oa mab da Helios, ha d'an Okeanidenn Perseis, a oa roue Kolc'his.
Breur e oa da b-Pasifae (a zo merc'h dezhañ e mojennoù 'zo) ha da g-Kirke.
Gant an eil, Idyia en doe ur mab, en doa bet div verc'h, Medeia, C'halkiope hag Absyrtos.
Mojenn
kemmañPa zegemeras Friksos en e rouantelezh e roas e verc'h C'halkiope dezhañ, hag e vab-kaer a roas d'e dad-kaer kroc'hen aour al loen en doa aberzhet da Zeus. Ispilhet e oa bet ar maoutken ouzh ur wezenn ha diwallet e veze gant un aerouant.
Un toullad bloavezhioù goude e teuas an Argonaoted da Golc'his. Prometiñ a reas ar roue reiñ dezho ar c'hroc'hen gant ma raje Iason un nebeud amprouennoù a-raok. Bep tro e c'hounezas Iason, met nac'h seveniñ e bromesa a reas ar roue. Neuze ez eas Iason d'e laerezh, ha tec'hel a reas gant Medea, merc'h ar roue. En aner ez eas Aietes war o lerc'h.