Adam Mickiewicz
Adam Bernard Mickiewicz (24 a viz Kerzu 1798 e Zaosie en Impalaeriezh Rusia – 26 a viz Du 1855 e Kergustentin, en Impalaeriezh Otoman) a oa ur skrivagner polonek. Skrivañ a reas barzhonegoù, pezhioù-c'hoari, skridoù politikel, sevel a reas troidigezhioù hag embanner e voe ivez. Sellet a reer outañ evel barzh broadel Polonia.[1]
Sellet a reer outañ hiziv evel unan eus tri barzh brasañ mare ar Romantelezh e Polonia, a-gevret gant Juliusz Słowacki ha Zygmunt Krasiński) hag evel unan eus ar skrivagnerien wellañ biskoazh e Polonia[2],[3],[4] hag en Europa a-bezh zoken[5] Hervez kalz skridvarnerien ez eo Adam Mickiewicz ar barzh gwellañ-holl a zo el lennegezh polonek.[2][3][4]. E-touez e skridoù brudetañ e kaver gwerzioù, romantoù barzhoniel, ar pezh-c'hoari Dziady hag ar werz brudet Pan Tadeusz, un doare meurgan a gont buhez aotrouien diwezhañ Kenunaniezh Polonia ha Lituania.
Ganet e oa Mickiewicz el lodenn eus Lituania, bet e Kenunaniezh Polonia ha Lituania, hag a oa en Impalaeriezh Rusia d'an ampoent. A-hed e vuhez e stourmas evit frankiz Polonia. Setu perak e rankas kuitaat e vro : goude pemp bloavezh e-kreiz Rusia, e kuitaas an Impalaeriezh e 1829 ha bevañ a reas en harlu, evel meur a hini eus e genvroiz, e Roma hag e Pariz dreist-holl, e-lec'h ma kelennas ar yezhoù slavek hag o lennegezhioù e Kolaj Bro-C'hall. Mervel a reas gant ar c'holera moarvat, pa oa er Kergustentin, o klask bodañ divroidi bolonat da gemer perzh er stourm a-enep Rusia, e Brezel Krimea.[6]
Notennoù
kemmañ- ↑ Literatura polska: przewodnik encyklopedyczny, Levrenn 1: A–M. Warszawa : Państwowe Wydawnictwo Naukowe. 663–665 p. ISBN 83-01-05368-2.
- ↑ 2,0 ha2,1 S. Treugutt: Mickiewicz – domowy i daleki. in: A. Mickiewicz: Dzieła I. Warszawa 1998, p. 7
- ↑ 3,0 ha3,1 E. Zarych: Posłowie. in: A. Mickiewicz: Ballady i romanse. Kraków 2001, p. 76
- ↑ 4,0 ha4,1 Roman Koropeckyj, Adam Mickiewicz as a Polish National Icon, in HISTORY OF THE LITERARY CULTURES OF EAST-CENTRAL EUROPE. John Benjamins Publishing Company. 39– p. ISBN 978-90-272-3458-2.
- ↑ A. Wójcik i M. Englender: Budowniczowie gwiazd 1. Warszawa 1980, str. 19-10
- ↑ Christopher John Murray (2004). Encyclopedia of the romantic era, 1760-1850, Volume 2. Taylor & Francis. 742 p.