21 Gouere
deiziad
(Adkaset eus 21 a viz Gouere)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1774 : Emglev Kuchuk-Kainarji etre Rusia hag an Impalaeriezh Otoman : dibenn ar brezel a oa kenetrezo abaoe 1768.
- 1831 : Leopold Iañ, roue kentañ Belgiz.
- 1861 : Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika : Emgann kentañ Bull Run - trec'h gant Lu ar Su.
- 1936 : Fin Taol-stad Gouhere 1936 e Bro-Spagn
- 1944 : Eil brezel bed er Meurvor Habask : Emgann Guam.
- 1945 : embannet eo niverenn diwezhañ Vent d'Ouest, sizhunieg al Luskad Dieubidigezh Vroadel (Mouvement de Libération Nationale e galleg), Pêr-Jakez Helias e bennskridaozer d'ar mare-se.
- 1969 : Evit ar wech kentañ ez eus tud o kerzhet war al Loar, Neil Armstrong da gentañ, ha Buzz Aldrin.
- 1970 : Savet Stankell uhel Asouan en Ejipt goude 11 vloavezh labour.
- 1972 : Gwener gwadek e Belfast, Norzhiwerzhon, tarzhadenn 22 vombezenn, 9 den lazhet, 130 den gloazet kriz.
- 2013 : Alberzh II a zilez e garg a roue Belgiz.
Sportoù
kemmañ- 1912 : 12vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Ar Roc'hell (Charente-Maritime) ha Brest ; trec'h eo Louis Heusghem (Belgia).
- 1933 : 21añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Ar Roc'hell (Charente-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Jean Aerts (Belgia).
- 1985 : aet Tro Bro-C'hall gant ar reder breizhat Bernard Hinault.
- 1996 : Jeannie Longo-Ciprelli, marc'hhouarnerez c'hall, a ya da gampionez olimpek ar redadeg a-renk en Atlanta (Stadoù Unanet).
Ganedigezhioù
kemmañ- 1888 : Yann-Bêr Kalloc'h, barzh brezhonek.
- 1899 : Ernest Hemingway, skrivagner amerikan.
- 1944 :
- John Atta-Mills, den-stad ghanaian ha 3de prezidant Republik Ghana adalek 2009 betek e varv.
- Tony Scott, filmaozer ha produer breizhveuriat.
- 1951 : Robin Williams, aktour ha fentigellour stadunanat.
Marvioù
kemmañ- 1904 : Jakez Mari Gwilhoù, beleg ha skrivagner brezhonek.
- 1909 : Alan an Habask, beleg ha skrivagner brezhonek.
- 1963 : Lou Bonin, den a sinema gall.
- 2012 : Annie France, aktourez sinema c'hall.