1añ Gwengolo
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
11vet-20vet kantved
- 1701 : Emgann Chiari e Lombardia ; trec'h eo lu Arc'hdugelezh Aostria war hini Rouantelezh C'hall.
- 1804 : gant ar steredoniour Karl Ludwig Harding eo kavet an asteroidenn Juno.
- 1870 : dibenn Emgann Sedan (Brezel 1870-1871).
- 1900 : krouet eo Goursez Vreiz e Gwengamp.
- 1914 : kemmet eo anv Sant Petersbourg ouzh Petrograd.
- 1939 : aloubet eo Polonia gant lu Alamagn.
- 1941 : ar gouarnamant nazi a ro urzh d'an holl Yuzevien da wiskañ pep a steredenn velen war o dilhad.
- 1947 : tailhet eo ar bara da 200 g an deiz.
- 1969 : Muammar al-Qaddhafi a gemer ar galloud e Libia.
- 1972 : trec'h eo Bobby Fischer war vBoris Spassky ha dont a ra da vezañ kentañ kampion ar bed amerikan an echedoù.
- 1985 : adkavet eo peñse an Titanic, a oa aet d'ar strad d’ar 15 a viz Ebrel 1912, en donvor d'an Douar-Nevez.
- 1991 : Ouzbekistan dizalc'h diouzh an Unaniezh Soviedel.
21añ kantved
Sportoù
- 1941 : krouidigezh Kevre mell-dorn Bro-C'hall.
Ganedigezhioù
11vet-20vet kantved
- 1653 : Johann Pachelbel, ograour ha sonaozer alaman († 3 a viz Meurzh 1706 e Nürnberg (Priñselezh Bavaria d'ar mare-se)).
- 1864 : Sir Roger Casement (Ruairí Dáithí Mac Easmainn), barzh hag emsaver iwerzhonat († 3 a viz Eost 1916 e prizon Pentonville Londrez).
- 1875 : Edgar Rice Burroughs, skrivagner amerikan, krouer tudenn Tarzan († 19 a viz Meurzh 1950 e Los Angeles).
- 1887 : Blaise Cendrars (Frédéric Louis Sauser diouzh e anv gwir), skrivagner suis broadet gall († 21 a viz Genver 1961 e Pariz).
- 1912 : Gwynfor Evans, politikour kembreat († 21 a viz Ebrel 2005 e Pencarreg (Kembre)).
- 1923 : Pêr Toulhoat, orfebour-bravigour anezhañ.
Marvioù
11vet-20vet kantved
- 1159 : Adrian IV (bet ganet Nicholas Breakspear pe Breakspeare), pab saoz nemetañ (° e-tro 1100 en Abbots Langley (Bro-Saoz)).
- 1557 : Jakez Karter, ergerzhour breizhat ha dizoloer Kanada (° 31 a viz Kerzu (war a seblant) 1491 e Sant-Maloù).
- 1715 : Loeiz XIV (Bro-C'hall) (Roue Heol ha Loeiz Veur e lesanvioù), roue bro-C'hall ha Navarra adalek 1643 betek e varv (° 5 a viz Gwengolo 1638 e Saint-Germain-en-Laye (Yvelines a-vremañ)).
- 1784 : Jean-François Séguier, louzawour gall (° 25 a viz Du 1703 e Nimes (Gard a-vremañ)).
- 1788 : Emmanuel Armand de Vignerot du Plessis (dug Aiguillon), penngomandant Breizh (1753-1768) (° 31 a viz Gouere 1720 e Pariz).
- 1887 : Yann-Vari Gwilhoù, beleg, bet savet meur a gantik e brezhoneg (Patronez dous ar Folgoad en o zouez) gantañ (° 2 a viz Kerzu 1830 e Kleder).
- 1961 : Eero Saarinen, adeiladour eus Finland (° 1910).
- 1970 : François Mauriac, skrivagner ha kazetenner gall, ezel eus an Akademiezh c'hall ha Priz Nobel al Lennegezh e 1952 (° 11 a viz Here 1885 e Bourdel (Gironde)).
- 1981 : Albert Speer, ministr nazi an Armerezh ha Produiñ brezel (° 19 a viz Meurzh 1905 e Mannheim (Alamagn)).
- 1985 : Saunders Lewis, barzh, dramaour, istorour ha stourmer brogarour kembreat (° 15 a viz Here 1893 e Wallasey (Bro-Saoz)).
Lidoù
- er Relijion gatolik :
- Devezh gouel e Slovakia (Devezh ar Vonreizh)
- Devezh gouel e Libia (Devezh an Dispac'h)
- Devezh gouel en Ouzbekistan (Devezh an Dizalc'hidigezh)