Nepal (e nepaleg), pe Republik Demokratel Kevreadel Nepal hervez anv ofisiel ar vro, a zo ur riez en Himalaya, gronnet gant broioù arall. Harzoù he deus gant Tibet (Republik Pobl Sina) e-tu an norzh ha gant India e-tu ar su, ar reter hag ar c'hornôg. An Himalaya a red a-dreuz norzh ha kornôg ar vro hag eizh eus ar menezioù uhelañ er bed a zo er vro end-eeun.

सँघिय लोकतान्त्रीक गणतन्त्र नेपाल
Saṃghiya Loktāntrik Gaṇatantra Nepāl

Republik Demokratel Kevreadel Nepal
Banniel Nepal Skoed-ardamez Nepal
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : जननी जन्मभूमिष्च स्वर्गादपि गरीयसी  (Sanskrit)
"Mamm ha mammvro a zo kêroc'h eget an neñvioù
Kan broadel: Rastriya Gaan
Lec'hiadur Nepal
Lec'hiadur Nepal
Kêr-benn Kathmandu (Nepal Bhasa:येँ)
27°42′N 85°19′E
Kêr vrasañ Kathmandu
Yezh(où) ofisiel Nepaleg
Gouarnamant Republik kevreadel
 - President Ram Baran Yadav
 - Ministr kentañ Baburam Bhattarai
Gorread
 - Hollad 147,181 km² (93)
 - Dour (%) 2.8
Poblañs
 - istimadur 2005 27,133,000 ()
 - niveradeg 2002 23,151,423
 - Stankter 184/km² (56)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $41.6 miliard (87)
 - Keidenn $7.994 (117)
FDD  (2003) 0.526 (kreiz) (136)
Moneiz Rupi Nepal ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur (UTC+5:45)
Kod kenrouedad .np
Kod pellgomz +977

Krouet e voe ar stad a-vremañ gant Prithvi Narayan Shah e 1768. Kent 2006 e oa Nepal ur vonarkiezh hag ar vro nemeti a oa an hindouegezh he relijion ofisiel. Ur republik lik eo hiziv.

Yezhoù

 

123 yezh a vez komzet er vro. Yezhoù broadel ez int holl [1]. An nepaleg eo ar yezh ofisiel [2]. Khaskura e oa anvet da gentañ met da vezañ galvet Nepaleg e krogas er XXvet kantved [3]. An holl yezhoù komzet er vro a c'hell bezañ implijet er melestradur [4].

Relijion

 
Relijion Nepal
relijion dregant
Hindouegezh
80.6%
Bouddegezh
10.7%
Islam
4.2%
Mundhum
3.6%
Kristienezh
0.5%
Other
0.4%

An hindouegezh eo ar relijion pennañ e Nepal. Evel patron ar vro e vez gwelet Chiva [5] hag e Nepal ema an azeuldi chivaek brasañ er bed, an azeuldi Pashupatinath


Melestradur

Rannet eo Nepal e 14 takad melestradurel (अञ्चल, añcal, treuzskrivet anchal, en unander hag el liester) ha 75 bann pe distrig (जिल्ला, jillā, treuzskrivet gant jilla). bodet e 5 rannvro diorroadur (विकास क्षेत्र, vikās kṣetra),

 



Notennoù

  1. Interim Constitution, Article 5, point 1
  2. Interim Constitution of Nepal, Article 5, point 2
  3. Nepali - UCLA
  4. Interim Constitution of Nepal, Article 5, point 3
  5. Anthologia anthropologica. The native races of Asia and Europe; by James George Frazer, Sir; Robert Angus Downie



Daveoù