Krampouezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: vi:Bánh kếp
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
> wikeriadur
 
(16 stumm da c'hortoz gant 12 implijer kuzhet.)
Linenn 1:
[[ImageRestr:Crepes dsc07085.jpg|thumb|Krampouezh ]]
'''Krampouezh''' zo ur meuz bet boutin war ar maez e [[Breizh-Izel]]. Hiziv e vez debret muioc'h e kêr, en [[ti-krampouezh|tier-krampouezh]], pe er gêr.
 
== Ober krampouezh ==
[[ImageRestr:Crepes dsc07086.jpg|thumb|Pillig giz nevez ]]
War ur [[pillig|billig]], pe ur [[kleurc'h|gleurc'h]] e vez graet krampouezh. Warni e vez ledet an [[toaz]] ha lakaet da boazhat.
 
Bleud, uioù, ha laezh az a peurliesañ d'ober an [[toaz]]. Paket e vo ur banne gant ul [[loa-bod]] ha ledet war ar billig (tommet ha lardet en a-raok) gant ur [[rozell]]. Ur wech poazhet, troet gant ur [[spanell]] pe ur [[sklisenn]], ha poazhet c'hoazh, e vo aozet ar grampouezhenn.
 
Daou seurt zo : ar c'hrampouezh [[Gwinizh-du|ed-du]], teñval o liv, hag ar c'hrampouezh [[gwinizh]], sklaer pe rous, haga zo un dibenn-pred saourus.
 
== Debriñ krampouezh ==
Gwechall e veze debret ar c'hrampouezh hep netra warne, nemet ur vi a-wechoù.
Toaz sall a veze, gant bleud gwinizh-du kentoc'h, da zebriñ gant [[soubenn]] pe gant chistr. Toaz sukret d'ober krampouezh dous.
 
Hiriv e vez lakaet traoù a bep seurt war-benn ar c'hrampouezh:
* amann, fourmaj, kig-moc'h ha vioù a vez lakaet alies war ar c'hrampouezh ed-du,
* amann, sukr, kaotigell, ha chokolad a lakaer peurliesañ war ar c'hrampouezh gwinizh-gwenn.
 
== E broioù all ==
Krampouezh a vez graet e broioù all, hag e doareoù all:
* e [[Normandi]] e vez lakaet [[calvados (died)|calvados]] en toaz
* en [[Elzas]] e vez lakaet [[bier]]
* tud all a laka [[rom]].
 
== Tiez-krampouezh ==
[[ImageRestr:Rennes crêperies.jpg|thumb|Ti-krampouezh Santez Anna, brudet e kêr Roazhon, amzer zo bet]]
Debriñ krampouezh a vez graet e tier-krampouezh alies.
 
==Gerioù deveret==
*''Krampouezher, krampouezherez'', ar paotr pe ar plac'h a ra krampouezh
*[[Krampouezh-mouezig]], ur blantenn
 
==Troioù-lavar Pennadoù kar ==
* [[kaletez]]
*''Ober krampouezh war revr ur bugel '': ober van da reiñ ur feskennad dezhañ, gant ur [[sklisenn]] kentoc'h, dre fent. Evel amañ: ''Ur grampouezhenn az po c'hoazh? Ma kerez e rin unan dit war da revr!''
* [[galfrez]]
*''Ober krampouezh war an dour'': teurel mein plad a rez an dour d'o lakaat da lammat
*''Ober an traoù war don ar c'hrampouezh gwinizh'': war an ton bras .
==Krennlavaroù==
*''Gant c'hwezh ar c'hrampou(e)zh / E tosta meur a veg lipous.''
*''Gant c'hwezh ar c'hrampouezh mat/ E weler ar begoù lipous o tostaat.''
 
[[Rummad:{{Wikeriadur|krampouezh]]}}
 
[[Rummad:Keginerezh Breizh]]
[[ca:Crep]]
[[csRummad:CrêpeKrampouezh]]
[[de:Crêpe]]
[[en:Crêpe]]
[[es:Crepe]]
[[eu:Krepe]]
[[fi:Ohukainen]]
[[fr:Crêpe]]
[[id:Crêpe]]
[[it:Crespella]]
[[ja:クレープ]]
[[ko:크레이프]]
[[no:Crêpe]]
[[pt:Crêpe]]
[[ru:Тонкие блинчики]]
[[sv:Crêpes]]
[[tr:Akıtma]]
[[uk:Креп (страва)]]
[[vi:Bánh kếp]]
[[wuu:克来普]]
[[zh:可麗餅]]
[[zh-yue:手卷班戟]]